Emgann Sant Kast (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

Breizh ha Bro-Saoz enebourien,
Evito bout amezeien,
A zo bet lakaet er bed-men*    [-mañ] 
D’en em fiblañ da virviken.

Pa oan kousket, en nozvezh all,
E klevis son ar c’horn-bual,
Son ar c’horn-bual, e koat sal :
« Ho ! Saozon ! Saozon ! Saozon fall ! »

Ha ’dal’ ma savis antronoz,
’Gwelis oc’h erruout ar Saoz ;
’Gwelis e soudarded erru :
Sternoù alaouret, dilhad ruz.

War an aod ha pa oant ledet,
’Gwelis o tont ar C’hallaoued,
D’Aubigny gante ’r penn kentañ,
E gleñv* noazh en e zorn gantañ.    [gleze] 

– A-raok ! a lâre D’Aubigny,
Na dec’ho nikun ouzhomp-ni !
Ai ’ta ! va faotred diouzhtu !
A-raok da’m heul ! ha pegomp du ! –

Ar C’hallaoued a respontas
Holl war un dro, pa e glevas :
– Deomp gant D’Aubigny troad-ouzh-troad ;
Denjentil eo koulz ha paotr mat ! –

Pa oa D’Aubigny en emgann,
Ne oa den, na bras na bihan,
Na zigore e zaoulagad
Ouzh e welet o leuskel gwad.

E vlev, e zremm, hag e zilhad
Ne oant penn-da-benn nemet gwad
Distrinket dimeus ar Saozon,
Dre ma treuze d’e ar galon.

Hen a weled, war an dachenn,
Reizh e galon, uhel e benn,
Hep muiañ van d’ar boledoù
Evel pa vijent bet stouvoù.