an Droukrañs

barzhaz breizh - an droukrañs (la rupture)
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ma oufen-me lenn ha skrivañ, evel a ouzon rimel,
Me a refe ur son nevez, ur son, ha na ven ket pell.

Me ’wel erru, va mestrezig, dont a ra ’trezek hon ti ;
Mar gellan-me kaout an tu, me a brezego outi.

– Drouklivet, va mestrezig koant, drouklivet-bras ho kavan,
Ab’oe m’ho kwelis er pardon, e miz even diwezhañ.

– Ha pa ven-me ’ta, den yaouank, ha pe ven-me drouklivet,
An derzhienn vras zo bet ganin, abaoe pardon Folgoad*.    [L Folgoed] 

– Deuit-c’hwi ganin, va dousig, deuit tre el liorzh ganin,
Me ’ziskouezo deoc’h ur rozenn eno ’touez al louzoù fin ;

Ken gae ha ken brav oa eno, hag hi savet war ar bod ;
Diryaou beure pa he c’havis oe ken ruz hag ho tivjod.

Deoc’h e liviris serrañ mat dor ho kalon, va mestrez,
Ne vije aet an dud e-barzh, ’touez al louzoù hag ar frouezh ;

Ha n’hoc’h eus ket sentet ouzhin, hag hoc’h eus hen digoret,
Ha setu gweñvet ar vleunienn, kollet ganeoc’h ho kened.

Ar garantez, ar yaouankiz, kaerañ traoù ’zo er bed-mañ ;
Bleuniañ a reont ha gweñviñ an eil hag eben buan.

Amzer ’omp bet o ’n em garout n’he deus ket padet gwall bell ;
Tremen he deus graet, plac’h yaouank, evel ur barrad avel.