daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Distro Merzhin

barzhaz breizh - distro merzhin (la conversion de merlin)
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Kado o vont gant ar c’hoad don,
Gantañ e gloc’hig sklent o son ;

Ken a zeredas un tasmant
Glas e varv evel d’ar man ;

Hag e zaoulagad o teviñ,
’Vel dour ar c’haoter o virvi.

Kado, ar sant, a zegouezhe
Gant Merzhin ar barzh, en deiz-se.

– Kemenn a ran en an’ Doue !
Lavar din-me petra ’out-te ? –

– En amzer ma oan barzh er bed,
Me oa gant an holl enoret :

Diouzhtu ma’z aen ’barzh ar sal,
E kleved an holl o youc’hal.

Diouzhtu ma kane va delenn
’Kouezhe diouzh ar gwez aour melen,

Roueoù ar vro am c’hare,
Roueoù all holl am douje ;

An dudigoù paour ’lavare :
« Kan, Merzhin, kan, e pep mare. »

Lâret ’eure ar Vretoned :
« Kan, Merzhin, an traoù da zonet. »

Bremañ er c’hoadoù e vevan,
Den na ra stad ouzhin bremañ.

Bleizi, ha moc’h gouez, ’kreiz ma hent,
Tre ma’z an ’bioù, a skrign o dent,

Kollet eo ganin va delenn,
Pilet eo gwez an aour melen ;

Roueoù Breizh a zo marv.
Roueoù all a wask ar vro ;

Na lavar ken ar Vretoned :
« Kan, Merzhin, an traoù da zonet. »

I a ra ouzhin Merzhin foll,
A daolioù mein am c’hasont holl. –

– Paourkaezh diod, distroit en-dro
Ouzh Doue zo ’vidoc’h marv.

Hennezh en do truez ouzhoc’h ;
Da neb a fiz ennañ ’ro peoc’h. –

– Ennañ ’fizis, c’hoazh e fizian,
Outañ truez a c’houlennan. –

– Drezon hoc’h eus truez gantañ,
En Tad, er Mab, er Spered Glan ! –

– Me a laosko ur youc’hadenn
Da’m Roue, gwir Zoue ha den !

Me ’gano e vadelezhioù,
A oad da oad dreist an oadoù. –

– Paourkaezh Merzhin, Doue d’ho klevo* !    [klevout] 
Aelez Doue d’hoc’h ambrougo* !    [ambroug]