Buhez Sant Ronan

barzhaz breizh - buhez sant ronan (la légende de saint ronan)
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An aotroù Ronan benniget
’Enez Iverni* a oa ganet,    [Iwerzhon] 
’Bro-Saoz, en tu all d’ar mor glas,
Dimeus a penntizien vras.

Ur wech ma oa en e bedenn,
En doa gwelet ur sklêrijenn
Hag un ael kaer gwisket e gwenn,
A gomzas outañ evel-henn :

– Ronan, Ronan, kerzh alese ;
Gourc’hemennet eo gant Doue
Evit saveteiñ da ene,
Mont da chom e douar Kerne. –

Ronan ouzh an ael a sentas,
Ha da chom e Breizh e teuas,
Kent e traoñ Leon, ha goude
E koad Neved*, e bro Kerne.    [la Forêt Sacrée e galleg

Daou pe dri bloaz oa pe ouzhpenn,
M’oa eno ’ober pinijenn,
Pa oa ur pardaez ’toull e zor,
War e zaoulin, dirak ar mor ;

Ken a lammas ur bleiz er c’hoad,
A-dreuz en e veg un dañvad ;
Ha war e lerc’h un den, timat,
Hag a ouele, gant kalonad ;

Ha Ronan gant truez outañ,
A bedas Doue evitañ :
- Aotroù Doue, ha me ho ped ;
Grit na vo an dañvad taget ! -

Ne oa ket e bedenn lâret,
Pa oa an dañvad degaset,
Hep droug ebet, war dreuz an nor*,    [K nour] 
Dirak Ronan hag an o’ac’h paour.

Ac’hano da zont an den kaezh
’Deue d’e welet alies ;
Gant plijadur bras e teue
Evit klevet komzoù Doue.

Hogen ur c’hwreg a oa gantañ,
Hag hi gwall bizh, anvet Keban,
Hag hi a zeuas d’argasiñ
Ronan en abeg d’e hini.

Un deiz a oa bet d’e gaouet*    [d’e gavout] 
Ha trouz de’añ hi devoa graet :
- Chalmet hoc’h eus tud ma zi-me,
Ma gwaz koulz ha ma bugale.

Ne reont ’met ho tarempred holl,
Ha ma danvez a ya da goll.
Ma na sentit ouzhin muioc’h,
Kaer ’po chilpat, me ’rey ganeoc’h ! -

En he fenn e lakas neuze
Da c’hwanañ den santel Doue.
Hag hi mont da gaout ar Roue,
Gradlon, en tu all d’ar menez :

– Aotrou Roue, ha me ho ped ;
Ma flac’hig-me zo bet taget :
Ronan Koad Neved ’deus her graet ;
O vont da vleiz ’meus her gwelet. –

Evel ma oa bet tamallet
Ronan da Gemper oa kaset,
Ha taolet e-barzh ur c’hav don
A-berzh aotroù roue Gradlon.

Met ac’hane pa oa tennet,
Diouzh ur wezenn e oe staget,
Ha daou gi gouez ha diboellet
Warnezhañ timat oa laosket.

Hag eñ hep man na kaout aon
A reas ur groaz war e galon ;
Ken a dec’has ar chas raktal
Evel diouzh an tan, oc’h harzhal.

Gradlon pa welas kement-se
A lavaras d’an den Doue :
– Na petra ’vat a rin-me deoc’h
P’emañ Doue en tu ganeoc’h ?

– Netra ’vat me na c’houlennan,
Nemet truez d’ar c’hwreg Keban ;
He bugelig n’eo ket marv,
Ganti en arc’h oe klozet bev. –

An arc’h a oa ket degaset,
Ar bugel enni oe kavet,
Hag eñ war e gostez marv ;
Ha Sant Ronan e lakaas bev.

An aotroù Gradlon hag e dud,
Souezhet-bras gant ar burzhud,
’N em strinkas dirak Sant Ronan,
O c’houlenn trugarez outañ.

Hag eñ e-maez, d’ar c’hoad en-dro,
Da chom di betek e varv ;
Eno oc’h ober pinijenn
Ur maen kalet dindan e benn ;

Gantañ krogen un ounner vrizh,
Ur skoultrig gweet da c’houriz,
Ha da evañ dour ar poull du,
Ha bara poazhet el ludu.

Pa zeuas e dremen diwe’añ,
Pa eas kuit deus ar bed-mañ,
Daou ejen gouez kann diouzh ar c’harr,
Tri eskob d’e gas d’an douar.

Hag i degouezhet gant ar stêr,
Ha kaout Keban diskabell-kaer,
Oc’h ober lizioù d’ar gwener,
Daoust da wad Jezuz, hor Salver ;

Hag hi sevel he golvazh prenn,
Ha darc’hañ gant korn un ejen,
Ken a zilammas gwall-spontet,
E gorn gant an taol diframmet.

– Kae, mab gagn, kae da’z toull en-dro !
Kae da vreinañ gant chas marv !
Ne vi ket kavet bremañ mui
Oc’h ober goap ac’hanomp-ni. –

N’oa ket he genoù peurserret,
Pa oa gant an douar lonket
E-touez moged ha flammoù-tan,
E-lec’h ma c’helver Bez Keban.

Mont a eure atav ar c’harr,
O kas Sant Ronan d’an douar ;
Pa chomas sonn an daou ejen,
Hep kerzhet mui na raok na dreñv.

Eno e oe laket ar sant,
Evel ma kreder ’oa e c’hoant ;
E penn an nec’h eus ar c’hoad glas,
Eeun-hag-eeun dirak ar mor bras.