ar Breur mager (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    IV

– C’hwi ’ya d’ar gêr abred ! – Ma’z an d’ar gêr, o ! ya de !
– N’eo ket achu ar fest, na kennebeut ar pardaez.

– N’on ket evit herzel gant truez am eus outi,
O welet ar paotr saout tal-ouzh-tal ganti en ti.

En-dro d’ar plac’hig paour a ouele ’leizh he c’halon,
An holl dud a ouele ha zoken ’n aotroù person ;

E iliz ar barrez, beure-mañ, ’n holl a ouele,
Re yaouank ha re gozh, nemeti lezvamm na rae.

Seul vui ar sonerien, ’tont d’ar maner a sone,
Seul vui he c’honfortec’h, seul vui he c’halon ’ranne.

Kaset eo diouzh an daol d’ar penn kentañ, da goaniañ,
N’he deus evet banne na debret un tamm bara.

Aet ’int d’he diwiskañ, d’he lakaat en he gwele,
Strinket ’deus he gwalenn, roget he seizenn nevez ;

Ha kuit ’maez deus an ti, diskabell-kaer, da vale,
’Lec’h ma aet da guzhet den ebet na oar doare. –