ar Breur mager (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    III

Tro mare-se a yeas ar c’hleuzer kozh dre ar vro,
Gantañ e gloc’h bihan, o kas kannad ar marv.

– Pedit, ’vit an ene ’zo bet en aotroù marc’heg,
Keit eo bet war ar bed un den mat ha kalonek,

Ha ’mañ bet gwall tizhet er c’hof gant un taol kleze,
En tu all da Naoned, ’kreiz un emgann bras du-se.

Warc’hoazh tro ar c’huzh-heol, e teraouo an nozvezh,
Ha kaset ’vo goude deus an iliz wenn d’e vez. –