ar Breur mager (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    II

Achuet oa ur s’un, ha div s’un, hag an deirvet,
Hag [ar] marc’heg yaouank ne oa ket c’hoazh distroet.

– Ret eo deoc’h dimeziñ soñjal ’meus graet em c’halon,
Ha kavet am eus deoc’h, ma merc’h, un den a-feson.

– Salv ho kras, va lezvamm, ’meus ker eus a zen ebet
’Met eus ma breur mager, hag a zo er gêr degou’et.

Bet am eus digantañ gwalennig aour ma eured,
Ha dont a rey emberr laouen ha skañv da’m c’herc’het*.    [c’herc’hat] 

– Gant gwalenn hoc’h eured, me ho ped, serrit ho peg,
Pe me ’dapo ur vazh hag ho tiskou’o* da bre’eg.    [tiskouezho] 

Pe dre gaer, pe dre heg, ret a vo deoc’h dimeziñ
Da Jobig al Loareg, da baotrig hor marchosi.

– Da Jobig menargars* ! mervel ’rin gant ar c’hlac’har !    [?] 
Ma mamm, ma mammig paour ! mar vez c’hoazh war an douar !

– It d’en em glemm er porzh, klemmit kement ma karfet,
Kaer ’po ober tailhoù*, ’benn tri deiz ’viot dimezet ! –    [LV faire des grimaces]