ar Breur mager (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

Bravañ merc’h dijentil a oa dre-mañ tro-war-dro,
Ur plac’h triwec’h vloaz, Gwenolaig he anv.

Marv an aotroù kozh he div c’hoar baour, hag he mamm,
Marv holl dud he zi, siwazh de’i ! ’met he lezvamm.

Truez oa he gwelet war dreuzoù dor ar maner,
O skuilhañ daeroù druz, hag hi ken reizh ha ken kaer !

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager,
He holl gonfort er bed, oa he c’hortoz pell amzer ;

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager ;
Achuet oa c’hwec’h vloaz ’ba oa aet kuit deus ar gêr.

– Tec’hit tu-hont, ma merc’h, hag it da glask al loened ;
Ne an ket d’ho magañ evit chom aze kousket. –

Div teir eur kent an deiz hi oa dihunet ganti,
Er goañv, da c’hwezhañ tan, ha skubañ pep korn an ti ;

Da vont da gerc’hat dour da feunteun gouer*-ar-c’horred,    [gouver] 
Gant ur c’hozh podig toull hag ur sailhig dizeonet*.     [LV fendu] 

An noz a oa teñval, an dour oa bet strafuilhet
Gant karn marc’h ur marc’heg o tistreiñ eus a Naoned.

– Yec’het mat deoc’h plac’hig ; ha c’hwi a zo dimezet ? –
Ha me yaouank ha sod a respontas – N’ouzon ket.

– Ha c’hwi zo dimezet livirit din, me ho ped.
– Salv ho kras, aotroù ker, dimezet c’hoazh n’emaon ket.

– Dalit ma gwalenn aour, ha d’ho lezvamm lavaret*    [lavarit] 
’Maoc’h dim’et d’ur marc’heg o tistreiñ eus a Naoned ;

Gwall c’hoari a zo bet, lazhet e floc’hig du-se ;
Eñ tizhet e-unan er c’hof gant un taol kleze ;

’Benn teir s’un ha tri deiz, ha pa vo deuet da vat,
E teuio d’ar maner, laouen ha skañv, d’ho kerc’hat. –

Hag hi d’ar gêr diouzhtu, ha sellet ouzh ar bizoù :
Bizoù he breur mager oa gantañ en e zorn dehoù !