ar Breur mager (1)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
I
Bravañ merc’h dijentil a oa dre-mañ tro-war-dro,
Ur plac’h triwec’h vloaz, Gwenolaig he anv.
Marv an aotroù kozh he div c’hoar baour, hag he mamm,
Marv holl dud he zi, siwazh de’i ! ’met he lezvamm.
Truez oa he gwelet war dreuzoù dor ar maner,
O skuilhañ daeroù druz, hag hi ken reizh ha ken kaer !
O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager,
He holl gonfort er bed, oa he c’hortoz pell amzer ;
O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager ;
Achuet oa c’hwec’h vloaz ’ba oa aet kuit deus ar gêr.
– Tec’hit tu-hont, ma merc’h, hag it da glask al loened ;
Ne an ket d’ho magañ evit chom aze kousket. –
Div teir eur kent an deiz hi oa dihunet ganti,
Er goañv, da c’hwezhañ tan, ha skubañ pep korn an ti ;
Da vont da gerc’hat dour da feunteun gouer*-ar-c’horred, [gouver]
Gant ur c’hozh podig toull hag ur sailhig dizeonet*. [LV fendu]
An noz a oa teñval, an dour oa bet strafuilhet
Gant karn marc’h ur marc’heg o tistreiñ eus a Naoned.
– Yec’het mat deoc’h plac’hig ; ha c’hwi a zo dimezet ? –
Ha me yaouank ha sod a respontas – N’ouzon ket.
– Ha c’hwi zo dimezet livirit din, me ho ped.
– Salv ho kras, aotroù ker, dimezet c’hoazh n’emaon ket.
– Dalit ma gwalenn aour, ha d’ho lezvamm lavaret* [lavarit]
’Maoc’h dim’et d’ur marc’heg o tistreiñ eus a Naoned ;
Gwall c’hoari a zo bet, lazhet e floc’hig du-se ;
Eñ tizhet e-unan er c’hof gant un taol kleze ;
’Benn teir s’un ha tri deiz, ha pa vo deuet da vat,
E teuio d’ar maner, laouen ha skañv, d’ho kerc’hat. –
Hag hi d’ar gêr diouzhtu, ha sellet ouzh ar bizoù :
Bizoù he breur mager oa gantañ en e zorn dehoù !