Bran (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa zegouezhas e bro Leon,
E oa o koaniañ an itron,

E oa gant he zud, diouzh an daol ;
An delennourien en o roll.

– Noz vat deoc’h, itron an ti-mañ :
Setu bizoù aour ho mab Bran,

E vizoù koulz hag ul lizher :
Ret eo he lenn, he lenn e-berr. –

– Tavit, telennourien o son ;
Glac’har vras a zo em c’halon ;

Tavit, telennourien, buan,
Paket va mab, ne ouien man !

Ra farder ul lestr din fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz ! –