Bran (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Hag an itron a c’houlenne
Gant ar gêriz pa zouare :

– Petra nevez a zo amañ
Pa glevan ar c’hleier ’tiñsañ ? –

Un den kozh en deus lavaret
D’an itron p’en deus he c’hlevet ;

– Ur marc’heg paket oa amañ,
Mervel en deus graet en noz-mañ. –

’Oa ket e gomz peurlavaret,
An itron d’an tour zo pignet.

En ur redek, o ouelañ ken,
Dispak-kaer ganti he blev gwenn.

Ken a oa ’r gêriz souezhet,
Souezhet-bras ouzh he gwelet,

Gwelet un itron zivroad
Oc’h ober kañv ’hed ar straed.

Ken a lavare pep unan :
– Piv eo houmañ, hag a-beban ? –

An itron baour a lavare
Da dreuzier an tour, pa errue :

– Digor, digor, prim an nor din !
Ma mab ! ma mab ! ra e welin ! –

Pa oa digoret an nor vras,
War gorf he mab en em strinkas ;

Hag e vriataat a reas,
Ha biken goude na savas.