Bran (5)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E-maez ar stourm, e Kerloan,
Zo un dervenn a-us ar c’hlann,

Un dervenn, e-lec’h m’argilas
Ar Saozon ’raok dremm Youenn Vras,

War an dervenn, pa bar al loar,
Bep noz en em zastum adarr’,

Moradur* du-bailh o fleunioù,    [oiseaux de mer] 
Ul lommig gwad war o fennoù.

Ganto, ur Vranez gozh loued,
Ganti ur Vran yaouank kevret.

Skuizh o daou ha gleb o eskell :
O tont glas-alaouret, eus pell.

Hag an evned a gan ur c’han,
Ken kaer, ma tav ar mor ledan.

Ar c’han-se, ’n ur vouezh i e gan
Nemet ar Vranez hag ar Vran.

Hag ar Vran en deus lavaret :
– Kanit, evnedigoù, kanit*.    [L kanet] 

Kanit, evnedigoù ar vro ;
Pell eus a Vreizh n’oc’h ket marv.