Bleunioù mae (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    II

Pa’z is d’ar feunteun da vid dour,
An eostig-noz a gane flour :

– ’Mañ ar miz mae o vont e-bioù,
Gant ar bleunioù war ar c’hleuzioù ;

Eürus eo an dud yaouank-se
Hag a varv en amzer-nevez !

Evel ar rozenn deus ar brank,
E tisparti an dud yaouank ;

Re ’ne a rey a-raok eizh teiz*,    [deiz] 
E vo roet d’e bleunioù nevez ;

Hag int deus a-greiz, d’ar barroz,
’Vel bivig-Doue, deus ar roz.* –

[LV elles s’élèveront vers le ciel comme le passe-vole du calice des roses]