Merzhin barzh (7)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar rouanez a c’houlenne
Gant e loufrenn*, eus he gwele :    [camériste] 

– Petra c’hoari gant ar gêr-mañ ?
Pe safar a glevan amañ ?

Pa’z on dihunet ken pred-se ;
Ken a gren postoù ma gwele ?

Petra zo degou’et ’barzh ar porzh,
Gant an dud eno ’youal forzh ? –

– C’hoari gaer a zo er gêr-mañ :
Gant Merzhin o tont en ti-mañ ;

Ur c’hwrac’hig kozh gwenn-kenn, razañ,
Hag ho mab-kaer ivez gantañ. –

Ar roue en deus he c’hlevet,
Hag eñ ’maez, ha prim da welet.

– Sav alese, embanner mat ;
Sav, deus da wele, ha timat !

Ha kae da gemenn dre ar vro
Dont d’an eured neb a garo ;

Dont da eured merc’h ar roue
A vo dim’et a-benn eizh deiz ;

Dont d’an eured, tudjentiled,
Kement zo e Breizh hed-ha-hed ;

Tudjentiled ha barnerien ;
Tud a iliz ha marc’heien ;

Ha da gentañ ar Gonted vaour*,    [meur, cf. gallois mawr] 
Ha tud pinvidik ha tud paour ;

Kae buan ha skañv dre ar vro,
Kannadour, da deus skañv en-dro. –