daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Un daou pe dri miz goude-se,
A oa he zud en o gwele,

En o gwele, ha kousket dous,
En-dro dimeus a hanter-noazh.

Na diabarzh na maez, neb trouz :
’Toull an nor ’klevjont ur vouezh dous :

– Va zad, va mamm, en an’ Doue,
Lakit pediñ evidon-me ;

Pedit ivez, ha grit va c’hañv :
Edo ho merc’h war ar varvskaon. –