Baron Jaouioz (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

– Diwar ho nij, evnigoù kaezh ;
Me ho ped da selaou va mouezh :

C’hwi ’ya d’ar gêr, me na an ket ;
C’hwi zo laouen, me glac’haret.

Va gourc’hemennoù a refet
Da’m holl vroiz, pa o gwelfet ;

D’ar vammig he deus va ganet,
Ha d’an tad en deus va maget ;

D’ar vammig he deus va ganet,
D’ar beleg kozh ’neus va bade’et.

Kenavo d’an holl a lârfet,
Ha da’m breur emañ pardonet. –