daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Baron Jaouioz (3)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

– Tapit ur gador, hag azezit*,    [K aze’et] 
O c’hortoz ’vo dare ar boued. –

An aotroù oa e-tal an tan,
Hag eñ ken du evel ur vran,

E varv hag e vlev gwenn-kann,
E zaoulagad ’vel daou skod-tan.

– Setu amañ ur femelenn
Eo ma ’on pell zo ouzh he goulenn !

Deomp-ni, va merc’h, war ma brizoù,
Deomp-ni da ober va rannoù.

A gambr e kambr deu’t-hu, va c’hoant,
Da gontañ ’n aour hag an arc’hant.

– Gwell ’ve din bout e ti va mamm,
Da gontañ ’r skolp da daol en tan. –

– Deu’t-hu ganin d’an traoñ d’ar sel*    [cellier] 
Da dañva gwin ken c’hwek ha mel. –

– Gwell ’ve din evañ dour ar prad
Dimeus a ev roñsed va zad. –

– Deu’t-hu ganin a stal da stal
Da brenañ ’r pawisk* da vragal. –    [manteau de fête] 

– Gwell ’ve din ur vrozh lienet,
Mar va mamm he defe-hi graet. –

– Deomp-ni bremañ d’ar gwiskiri
Klask brodoù* da lakaat enni. –     [festons] 

– Gwell ’ve din an nac’hennenn wenn
A c’hwrie din va c’hoar Elen. –

– Hervez ar c’homzoù a lîrit*,    [K leret] 
Aon am eus na’m c’harit ket.

Me ’gar ’ve bet ur gor em zeod,
En amzer emaon bet ken sot,

’Maon bet ken sot ouzh da brenañ,
Pa ’n em frealzez gant netra. –