Baron Jaouioz (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ne oa ket aet pell eus ar gêr,
Pa glevas o son ar c’hleier.

Neuze ’n em lakas da ouelañ :
– Kenavo dit Santez Anna ;

Kenavo deoc’h kleier va bro,
Kleier va farrez, kenavo ! –

Pa dremenas lenn an Anken,
Tud varv ’welas, ur vandenn ;

’Gwelas tud varv, ur vandenn,
E lestrigoù, gwisket e gwenn ;

’Gwelas tud varv kenañ-ken ;
’Rez he c’halon ’strake he dent.

Pa dremenas traonioù ar Goad,
O gwelas d’he heul o lammat ;

Kement he devoa kalonad,
Ken a serras he daoulagad :

Kement he devoa kalonad,
Ken a gollas he skiant-vat.