Baron Jaouioz (1)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
Pa oan er stêr gant va dilhad,
Me ’gleve ’n evn-glot* huanad. [l’oiseau de la Mort]
– Tinaig mat, ne ouzoc’h ket ?
D’ar baron Jaouioz ’oc’h gwerzhet. –
– Gwir eo, ma mamm, pezh ’meus klevet ?
Ha da Jaouioz kozh ’on gwerzhet ? –
– Ma merc’hig paour, ne ouzon ket ;
Digant ho tad her goulennit*. – [K goulennet]
– Ma zadig, din-me livirit*, [K leveret]
Ha da Loeiz Jaouioz ’on gwerzhet ? –
– Ma merc’hig ker, ne ouzon ket ;
Digant ho preur her goulennit*. – [cf. supra]
– Ma breur Lanig, din livirit*, [cf. supra]
Ha d’an aotroù-se ’maon gwerzhet ? –
– Ya ! d’ar baron c’hwi zo gwerzhet,
Ha mont kuit timat a zo ret ;
Ha mont kuit hepdale zo ret ;
Ho kwerzh a zo degemeret :
Hanter-kant skoed en arc’hant gwenn,
Ha kement all en aour melen. –
– Ma mammig, din-me livirit*, [cf. supra]
Pere dilhad a vo gwisket ?
Va brozh ruz, pe va brozh gloan wenn,
Hag he deus graet va c’hoar Elen ?
Va brozhig wenn, pe va brozh ruz
Ha va c’horfkennig voulouz du ? –
– Gwiskit an dilhad a gerfet,
Va merc’h, kement-se na vern ket :
Ur marc’h du zo e toull an nor,
O c’hortoz an noz da zigor,
O c’hortoz da zigor an noz ;
Ur marc’h sternet ouzh ho kortoz. –