daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ar Baradoz

barzhaz breizh - ar baradoz
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Jezuz ! pegen bras eo
Plijadur an eneoù,
Pa’z int dirak Doue,
Hag en e garantez !

Berr ’gavan an amzer,
Hag ar poanioù dister,
O soñjal deiz ha noz
E gloar ar baradoz.

Pa sellan en neñvoù
Hag etrezek va bro,
Nijal di a gar[f]en
Evel ur goulmig wenn.

Pa vo pred ar marv,
Neuze me ’gimiado
Ouzh ar c’hig ankenius,
Enebour da Jezuz.

Gant joa e c’hortozan
An tremen diwezhañ ;
Hast am eus da welet
Jezuz, va gwir bried.

Kerkent ha ma vezo
Torret va chadennoù,
M’en em savo en aer
Evel un alc’hweder.

Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar c’hloar
Dreist an heol, ar stered,
Me a vezo douget.

Pa vin pell diouzh an douar,
Traonienn leun a c’hlac’har,
Neuze me ’ray ur sell
Ouzh va bro Breizh-Izel.

 Neuze me ’lavare :
– Kenavo dit, va bro,
Kenavo, bed doanius,
Gant da vec’hioù poanius ;

Kenavo, paourentez,
Kenavo, gwanerezh,
Kenavo, trubuilhoù,
Kenavo, pec’hedoù !

Pelloc’h ne zoujin ket
Ardoù an droug-spered ;
Biken me ’n em gollo
Goude pred ar marv.

Evel ur vag gollet,
Va c’horf ’deus va c’haset
Amañ, dre an avel,
Ar glav hag ar riell.

Marv, te an treuzier
A zigor din ar gêr,
Pa vruzun gant an herr
Va lestr ouzh e rec’hier. –

A bep tu pa sellin,
Kement tra a welin
A ray da’m daoulagad
Ha da’m c’halon mil vad :

Perzhier ar baradoz
Digor ouzh va gortoz,
Ar Sent, ar Sentezed,
Tost da’m degemeret.

Me ’vo degemeret
E palez an Dreinded,
E-kreiz an enorioù
Hag ar meuleudioù ;

Hag eno, evit mat,
’Welin Doue an Tad
Gant E Vab benniget
Hag ar Spered meulet.

Me a welo Jezuz,
En ur c’hiz dudius,
O lakaat war va fenn
Ar gaerañ kurunenn :

– Ho korfoù evurus,
A lavaro Jezuz,
Oa teñzorioù kuzhet
En douar benniget.

Evel gwrizioù roz-gwenn,
Pe lili pe spern-gwenn,
E kornig ul liorzh,
Emaoc’h e-kreiz va forzh ;

C’hwi zo em baradoz
Evel bokedoù roz
A zivleugn d’ar mare,
Hag a vleugn adarre. –

Evit poanioù dister,
Evit ankenioù berr,
Ni ’vezo paeet mat
Gant Doue, hor gwir dad.

Kaer a vezo gwelet
Ar Werc’hez benniget,
Gant daouzek steredenn
A ra he c’hurunenn.

Gwelet a rimp ouzhpenn
Ganto pep a delenn,
Aelez hag arc’haelez
Holl o veuliñ Doue ;

Gwelet a raimp-ni c’hoazh
Leun a c’hloar, leun a c’hras,
Hon tadoù, hor mammoù ;
Hor breudeur, tud hor bro.

Gwerc’herezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gwragez, intañvezed,
Gant Doue kurunet.

An holl aeledigoù
War o eskelligoù
Ken mignon, ken rubenn,
A nijo dreist ho penn ;

A nijo dreist hor penn,
Evel un hed gwenan*,    [T gwenen] 
En ur parkad bleunioù,
Son ha c’hwezh-vat ganto.

Eürusted hep he far !
O soñjal me ho kar ;
C’hwi a ro din dizoan
E poanioù ar bed-mañ !