Tour an Arvor (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Arru kannadourien un deiz – en hañv –
Uhelañ gwad dimeus a Vreizh,
Sternoù arc’hant, dilhad melen ;
Kezeg glas, frank ha ruz o froen.

Ar gedour aba o gwelas – o tont –
Da gaout ar roue a eas :
– Setu daouzek o tont d’al laez,
Digoret ’vo ar perzhier d’e ? –

– Ra vo ar perzhier digoret – gedour –
Ra vint seder degemeret ;
Ra vo savet an daol timat ;
Pa zegemer, degemer mat. –

– A-berzh mab hor roue ’maomp deut – aotroù –
Da c’houlenn ho merc’h da bried,
Da c’houlenn ho merc’h gant enor,
Da bried ho merc’h Azenor.

– Laosket a-walc’h a vo gantañ – va merc’h –
Paotr uhel ha koant, a glevan ;
Koant hag uhel va merc’h ivez,
Kuñv evel evn, gwenn evel laezh. –

Eskob Is eured a lidas – laouen –
Ha pemzek deiz krenn a badas ;
Pemzek deiz banvez ha koroll ;
An delennourien en o roll.

– Da eo ganeoc’h va gwreg joliz – bremañ –
Ma’z aimp-ni d’ar gêr war hor c’hiz ? –
– Ne ran forzh, va fried nevez,
’Lec’h a yefec’h me ’yey ivez. –

He mamm-gaer evel m’he gwelas – arru –
Gant an naerez-tag* a vougas :     [envie selon La Vill.
– Ober a ray an holl bremañ
Fouge gant ar beg melen-mañ !

An alc’hwez nevez a garer – setu ! –
An alc’hwez gozh a zisprizer,
Ha koulskoude peurliesañ
An alc’hwez gozh zo an aesañ. –

Ne oa ket eizh miz achuet – me ’gred –
D’he lezvab he deus lavaret :
– Da ’ve ganeoc’h-hu, paotr a Vreizh,
Diwall al loar dimeus ar bleiz ?

Lakit evezh, ma em c’hredit – sellit* –    [K sellet] 
Ober a reot mar n’hec’h eus graet ;
Lakit evezh d’ho prud, aotroù,
Mirit ho neizh deus ar goukou.

– Ma ez leal am c’helennit – itron –
Bremaik hi a vo bac’het ;
E-barzh an tour krenn ’vo lakaet,
Hag a-benn tri deiz ’vo devet.