Azenorig c’hlas (8)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    VIII

– Petra zo degou’et er gêr-me*,    [mañ] 
Pa son ar c’hloc’h war e gostez ?

– Azenor mervel he deus graet,
He fenn war barlenn he fried. -

Maner Henan, war un daol grenn,
Emañ bet skrivet ar werz-men* ;    [mañ] 

Maner Henan, ’tal Pont-Aven,
Da vout kanet da virviken.

Barzh an aotroù kozh e savas,
Hag un dimezell he skrivas.