Azenorig c’hlas (7)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    VII

– Va mamm itron, ha me ho ped,
Pelec’h emañ aet ma fried.

- Er gambr d’an nec’h emañ kousket ;
It-hu di hag e frealzet*. –    [frealzit] 

Pa zeuas tre kambr he hini :
– Eurvad deoc’h, intañv, emezi.

– Itron Varia hag an Dreinded !
Evit intañv am c’hemeret* ?    [c’hemerit] 

– ’Vit intañv n’ho kemeran ket,
Hogen e berrik e viet*,    [viot] 

Setu amañ brozh ma eured,
A dalv, a gredan, tregont skoed ;

Houmañ ’vo d’ar vatezh vihan,
He deus bet ganin kalzik poan,

A zouge lizheroù kollet...
A Vezlean d’hon zi, va fried.

Setu ur vantell nevez-flamm
’Zo bet brodet din gant va mamm ;

Houmañ ’vo roet d’ar veleien,
Da bediñ Doue ’vidon-men*.    [-me] 

’Vit va c’hroaz ha va chapeled,
Ar re-se ’vo deoc’h, ma fried ;

Mirit-o mat, ha me ho ped,
Ma zalc’hfec’h soñj eus ho eured. –