Azenorig c’hlas (6)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    VI

Azenorig a c’houlennas
E Kermorvan pa zegouezhas :

– Va mamm-gaer, din-me leveret,
Pelec’h emañ va gwele graet.

– Bout ’mañ ’tal kambr ar marc’heg du ;
Me ’ya d’hen diskouez deoc’h diouzhtu. –

War he daoulin ’n em strinkas krenn,
Dispafalet* he blev melen ;    [LV épars] 

War an douar, gant gwir enkrez :
– Ma Doue ! ’pet ouzhin truez ! –