Azenorig c’hlas (5)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    V

Azenorig c’hlas a ouele
O vont d’an iliz an deiz-se.

Azenorig a c’houlenne,
A-bioù Mezlean pa dremene :

- Va fried, mar plij ganeoc’h-c’hwi,
Me ’yel un tammig tre en ti.

- Evit feteiz na yefec’h ket ;
Warc’hoazh e yefec’h, mar keret. -

Azenorig druz a ouele,
Ne gave den he frealze ;

Ne gave den he frealze,
’Met he matezhig, hi a rae :

– Tevet*, itron, na ouelit ket,    [tavit] 
Gant Doue ’viot digollet. –

Azenorig c’hlas a ouele
E-tal an aoter, da greisteiz ;

A-dal ’n aoter bet’ an nor-sal,
Oa klevet he c’halon ’strakal.

– Tostait, ma merc’h, em c’hichen,
’Lakfen war ho piz ar walenn.

– Poan zo ganin tostaat amañ,
Pa n’am eus an hini ’garan.

– Azenorig, pec’hiñ a ret*,    [rit] 
Un den a-feson hoc’h eus bet ;

Perc’henn en arc’hant hag en aour,
Ha kloareg Mezlean a zo paour.

– Pa ven gantañ o klask ma boued,
Se na ra tra da zen ebet ! –