Azenorig c’hlas (4)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    IV

Ne oa ket he c’homz peurlâret,
Pa d’al leur-zi oa diskennet.

– Petra ’nevez zo en ti-mañ,
Pa welan ’n daou ver ouzh an tan ?

Pa welan ’n daou ver ouzh an tan,
’N hini bras ha ’n hini bihan ?

Petra ’nevez zo en ti-mañ,
Pa erru sonerien amañ ?

Pa erru sonerien amañ,
Ha pajigoù a Germorvan.

– En ti-mañ n’eus netra henoazh,
Nemet ho eured ’zo warc’hoazh.

– Mard eo ’benn warc’hoazh ma eured,
Mont a rin abred da gousket,

Hag ac’hano ne savin ket,
Ken da lienañ ’vin savet. –

’Tronoz beure pa zihunas,
He matezhig-gambr ’erruas ;

He matezhig-gambr ’erruas,
Hag er prenestr en em lakaas :

– Me ’wel an hent, ha poultr ennañ,
Gant kalz roñsed o tont amañ :

An aotroù Youenn ’penn kentañ,
Ra vo torret e c’hoûg gantañ !

D’e heul, ha flec’h ha marc’heien,
Ha kalz tudjentil ’hed an hent.

Ha dindanañ ’n inkane gwenn,
Ur stern aouret war e gerc’henn ;

Ur stern alaouret penn-da-benn,
Un dibr voulouz ruz war e gein.

– Mallozh d’an eur e teu amañ !
Da’m zad, da’m mamm, ar re gentañ !

Difennet eo d’an dud yaouank
Da heuliañ, er bed-mañ, o c’hoant. –