Azenorig c’hlas (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

Kloareg Mezlean a lavare
Da dud e vaner, un deiz oe :

– Pelec’h eus ur c’hemenngader*    [messager] 
Ma skrivfen da’m dous ul lizher ?

– Kemenngaderien ’vo kavet,
Hogen e vint re ziwe’ed*.    [re ziwezhad] 

– Va matezhig, din leveret*,    [livirit] 
Na petra zo amañ skrivet ?

– Azenor, me na ouzon ket,
Biskoazh e skol ne on-me bet ;

Azenor, me na ouzon ket,
Digorit eñ, hag e welfet. –

Pa oa lakaet war he barlenn,
’Zenorig a zeuas d’e lenn.

Ne oa ket evit e lenn mat,
Gant daeroù eus he daoulagad.

– Ma lavar gwir al lizher-mañ,
’Mañ eñ tost da vervel bremañ ! –