Azenorig c’hlas (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    II

’Zenorig oa ’tal ar feunteun,
Ha ganti ur vrozh seiz melen ;

War lez ar feunteun, he-unan,
O pakat eno bleuñv balan,

Da ober ur bokedig koant,
Ur boked da gloareg Mezlean.

Bout e oa hi ’tal ar feunteun,
Pa dremenas ’n aotroù Youenn,

’N aotroù Youenn, war e varc’h glas,
Kerkent, en ur redadenn vras ;

Kerkent, en ur redadenn vras,
Hag outi damsellet a reas :

– Houmañ a vezo va fried,
Pe n’am bo, ’vit gwir, gwreg ebet ! –