Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
An aotroù Nann hag e bried
Yaouankik-flamm ’oent dimezet,
Yaouankik-flamm dispartiet.
An itron he deus ganet dec’h
Daou vugel ken kaer hag an erc’h ;
Unan zo paotr, an all zo merc’h.
– Petra ’c’houl’ ho kalon avat,
P’hoc’h eus ganet ur mab d’e dad ?
Livirit, m’her rey deoc’h timat :
Kig kefeleg a stang an diaz,
Pe kig karv ar forest c’hlas ? –
– Kig karv eo a gavfen mat ;
Hogen poan ’vezo mont d’ar c’hoad. –
An Aotroù Nann pa he c’hlevas,
En e c’hoaf derv a grogas,
Ha war e varc’h du a lammas,
Ha d’ar forest c’hlas ez eas.
War lez ar c’hoad pa oa degou’et,
Un heizez wenn en deus gwelet ;
Hag eñ mont buan war he zro
Ken ’grene ’n douar dindano ;
Hag eñ mont war he lerc’h raktal,
Ken ’rede an dour diouzh e dal,
Ha diouzh e varc’h a bep kostez,
Ken a zeuas an abardaez ;
Ken a gavas ur wazh vihan
E-kichen ti ur Gorrigan*, [benel]
Ha tro-war-dro un dachenn flour ;
Hag eñ da ziskenn d’evañ dour.
Ar Gorrig oa ’tal e feunteun
O kribañ he blev hir melen,
Hag o c’hribe gant ur grib aour
(’N itronezed-se n’int ket paour.)
– Penaos ’out-te ken dievezh
Da zont da strafuilhañ va gwazh* ! [L gwezh]
Dimeziñ din bremañ ’refet,
Pe e-pad seizh vloaz e sec’hfet ;
Pe a-benn tri deiz e varvfet.
– Dimeziñ deoc’h me na rin ket,
Rak ur bloaz zo ’on dimezet ;
Da zisec’hiñ na chomin ket,
Na ’benn tri deiz na varvin ket ;
Na varvin ket a-benn tri deiz,
Nemet pa vezo youl Doue ;
Met gwell eo din mervel bremañ
’Get dimeziñ d’ur Gorrigan ! –
– Va mammig kaezh, ma am c’harit*, [L c’haret]
Aozit va gwelet ma n’eo ket ;
Gant ar c’hleñved ez on dalc’het.
Na livirit tra da’m fried,
A-benn tri deiz ez vin beziet :
Gant ur Gorrigan ’on ket skoet. –
Hag a-benn tri devezh goude,
Ar c’hwreg yaouank a c’houlenne :
– Livirit din-me, va mamm-gaer,
Ha perak e son ar c’hleier ?
Perak e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn ? –
– En noz-mañ mervel en deus graet
Ur paourkaezh hor boa kemeret. –
– Va mamm-gaer din-me livirit*, [L leveret]
Va aotroù Nann pelec’h eo aet ? –
– E kêr, va merc’hig, ez eo aet ;
E-berr e teuio d’ho kwelet. –
– Va mamm-gaer gaezh livirit din,
Ruz pe c’hlas d’an iliz ez in ? –
– Va merc’hig deuet eo ar c’hiz
Da vont gwisket e du d’an iliz. –
Pazenn ar vered pa dreuzas,
Bez he fried paour a welas.
– Pera hon dud-ni zo marvet,
Pa deo hon douar-ni fresket ? –
– Siwazh ! va merc’h, n’hallan nac’h mui :
Ho pried paour a zo enni ! –
War he daoulin en em strinkas,
Ha biken goude na savas.
Burzhudus ’vije da welet,
An noz goude ma oa laket
An itron e bez he fried,
Gwelet div wezenn derv sevel
Diouzh ho bez nevez d’an uhel ;
Ha war o brank div c’houlmig wenn,
Hag i ken drev ha ken laouen,
Eno ’kanañ da c’houloù-deiz,
Hag o nijal d’an neñv goude.