Kanaouenn an Anaon

barzhaz breizh - kanaouenn an anaon
Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

An’ Tad, ar Mab, ar Spered-Glan,
Yec’hed mat deoc’h, tud an ti-mañ,
Yec’hed mat deoc’h war bouez hor penn
Deu’t ’omp d’ho lakaat er bedenn.

Pa sko ar Marv war an nor,
Stok er c’halonoù ar c’hren-mor ;
Da doull an nor pa zeu ’r marv,
Piv gant ar marv a yelo ?

Hogen, na vec’h ket souezhet,
Da doull ho tor mard omp degou’et :
Jezuz en deus hon degaset,
D’ho tibunañ mard oc’h kousket ;

D’ho tihunañ, tud an ti-mañ,
D’ho tihunañ, bras ha bihan :
Mar ’z eus, siwazh, truez er bed,
En an’ Doue ! hor sikourit*.    [K hor sikouret] 

Breudeur, kerent ha mignoned,
En an’ Doue ! hor selaouit* !    [K selaouet] 
En an’ Doue pedit ! pedit* !     [K pedet !] 
Rak ar vugale na reont ket.

Gant ar re hon eus-ni maget,
Ez omp pell zo ankounac’het,
Gant ar re hon eus-ni karet,
Hep truez, ez omp dilezet.

Ma mab, ma merc’h, c’hwi zo kousket
War ar pluñv dous he blod-meurbet,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purgator e-kreiz ar flamm.

C’hwi zo er gwele kousket aes,
An anaon paour zo diaes,
C’hwi zo er gwele kousket mat,
An anaon paour zo divat.

Ul liñser wenn ha pemp plankenn,
Un dorchenn blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c’horre,
Setu madoù a bad er bez.

Ni zo en tan hag en anken ;
Tan dindanomp, tan war hor penn,
Ha tan war laez, ha tan d’an traoñ ;
Pedit evit an anaon !

Gwechall pa oamp e-barzh ar bed,
Ni ’boa kerent ha mignoned ;
Hogen bremañ, p’edomp marvet,
Kerent, mignoned, n’hon eus ket.

En an’ Doue, hor sikourit !    [K sikouret !] 
Pedit ar Werc’hez benniget
Da skuilhañ ul lomm eus he laezh,
Ul lomm war an anaon kaezh.

Eus ho kwele prim dilammit*,    [K dilammet] 
War ho taoulin en em strinkit*,    [K strinket] 
Nemet kou’et e vec’h er c’hleñved,
Pe gant ar marv kent galvet.