Alan al Louarn

- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
Al Louarn barvek a glip, glip, glip, glip, glip er c’hoad ;
Gwa konikled arall-vro ! lemm-dremm e zaoulagad !
Lemm e zent ha skañv e dreid hag e graban ruz-gwad !
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !
Ar Vretoned a welis o lemm’ o c’hlaouier wall,
Narenn war higolenn Breizh nemet houarnezh ar Gall.
Ar Vretoned a welis o vediñ er c’hadir*, [LV sur le champ de bataille]
Narenn gant filzier-strob* nemet klezeier dir, [LV faucilles ébréchées]
Kennebeut gwinizh ar vro, kennebeut hor segal,
Nemet pennoù-bloc’h Bro-Saoz ha pennoù-bloc’h Bro-C’hall.
Ar Vretoned a welis o vac’h el leur e louc’h* [LV foulée]
Ken a lamme pellennoù dimeus ar pennoù-bloc’h* ; [K blouc’h]
Ha n’eo ket gant fustoù prenn a vac’h ar Vretoned,
Nemet gant sparloù houarnet ha gant treid ar virc’hed.
Ur youc’hadenn a glevis, youc’hadenn ar peurzorn
Adalek krec’h Sant Mikael tre betek traoñ Elorn,
Adalek ti Sant Weltaz tre betek Penn-ar-Bed ;
E pevar c’horn eus a Vreizh be’et al Louarn meulet !
Be’et kanmeulet al Louarn a amzer da amzer !
Be’et koun eus ar ganaouenn, be’et klemm ouzh ar c’haner !
Neb a ganas ar gan-mañ na ganas ur wech all,
War zigarez, siwazh de’añ ! dideodet gant ar Gall.
Hogen mard eo dideodet ned eo ket digalon !
Digalon, mank kennebeut o saezhiñ saezh an ton.