Lenn Ostrovo

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 16/06/1918
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Amañ, pell a Vreizh-Izel, pell war zouar estren,
Stlapet gant ar brezel kriz a zo dre-holl o ren ;
Amañ war ribloù al lenn, ribloù lenn Ostrovo,
E prederian ma-unan ouzh splannded an neñvoù...

An oabl a zo un tan-gwall, al lenn ur mezelour,
Diwar lein ar menezioù e tiskenn aezhenn flour ;
Ar vrezelourien a gousk dindan o zañtennoù*,    [o zeltennoù, galleg tente
Hanter-vrevet o c’horf paour gant hent hag emgannoù.

Un eurvezh a zo a-boan, e chomen dilavar,
Dirak kaerder ar c’huzh-heol hag an daolenn dispar
A vane da zilerc’hel pell goude ar serr-noz :
Ar sklêrijenn, kent kuitaat, o reiñ deomp he bennozh.

Ha, heñvel ouzh ur c’himiad, e welan anezhi
O vont digant ar c’houmoul, o tec’hel, o teuziñ ;
Karout a rin he gwelet betek n’he gwelin ken,
A-vec’h e chom anezhi ur skleurennig hepken...

N’eus nemet ar menezioù a gement a stourm c’hoazh
Ouzh teñvelijenn an noz ; hag o c’hribennoù noazh
A vir hirañ ma c’hallont, liv an heol peurguzhet,
Met tec’het ez int d’o zro : an noz a zo kouezhet !

Hag e kasan ma fedenn... fedenn... fedenn da Zoue,
Evit drugarekaat*, goulenn skoazell, truez...    [E drugarekaat ?] 
Na pelec’h ez on amañ ? Na pelec’h e oan dec’h ?
Re ankenius eo soñjal... Arabat kemer nec’h !

Gwell eo kemer an amzer, fall-mat evel m’emañ ;
War-lerc’h krogadoù ar Somme, sed ar Serbi bremañ.
N’eus forzh ! rak dre c’hras ar Mestr, ez on bepred dic’hloaz,
Hag an heol, tec’het fenoz, a vo gwelet warc’hoazh...

Ur vorenn skañv a c’holo an dour hag an draonienn,
An aezhennig a greñva hag a zeu muioc’h yen ;
Peoc’h a zo a-us d’al lenn, didrouz eo he ribloù ;
Ar stered, evel perlez, a lugern en oabloù...

Ha marv gant ar c’housked, ez an d’en em zastum,
Ma c’halon leun a zudi bet ganin e pep stumm,
O huñvreal dishual dirak lenn Ostrovo,
Dudi hag am frealzo war-lerc’h ar c’henavo.

Rak nerzh-kalon an den kaezh er brezel n’eo netra,
Ha miret a rin ac’hann an eñvor tenerañ :
Eñvor ur c’huzh-heol ken kaer en Ostrovo gwelet,
Eñvor serr-noz diskuizhus ha ne vo ket kollet !