Kistin ar c’hozhiad

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 03/06/1917
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an aotroù Coroller, « Gweltaz »

    I

Bro ar Sav-Heol bepred, war-lerc’h dek lev gerzhet,
Tomm-bervet an amzer, ha ni yost ha faezhet !
Ur c’housk war ribl ar stêr da c’hortoz an distan,
Ha pep hini, goude, da glask koad evit koan...

Kavet koad evit koan, e gased d’ar gegin,
Kavet ganeomp ouzhpenn un toullad gwez kistin :
– Hola, paotred, dav de’i ! Hejomp da dastumomp !
Ha pevar da bignal ; sed int war ar skourroù,
Ha bazh ! a-dreuz, a-hed, ken ma strak ar barroù.
Kogoù a gouezh pounner, ha gant ar stroñs, ar pouez,
A zigor war an dro, hag a stlabe o frouezh ;
Stank evel ar grizilh, kistin war al leurenn !
Darn a zo gell, darn gwenn ha darn all brizh-melen.
Kargomp hon godelloù ; paotred, kargomp an’e !
Kistin tomm goude koan, ha gwin, hep mar gante ! 

    II

Ha leun hon godelloù, soudarded dibreder,
E kuitaemp trouzus, e kuitaemp seder,
P’en em gavas warnomp ar perc’henn, ur c’hozhiad,
Seblant poaniet warnañ ha gleb e zaoulagad.
Ne lavaras netra : abaf pe aon dezhañ ?
Ha ni tapet, mezhek, a chome dirazañ...
A-benn ur pennadig e komzas evelkent,
Ha hini ac’hanomp ne glaske ober fent.
E vouezh a oa stonket, e zaeroù a ruilhe :
Da’m c’hredenn e komze deomp eus e vugale...
Petra a lavare ? E boan ? E zienez ?
Hep mar... Ha, piv a oar ? e aon rak ar gernezh !
Rak, mard omp er brezel, e dud a zo ivez,
Hag en e diegezh n’eo ket kreñv an danvez ;
Soudarded a dremen hag a drailh hag a laer :
Ne chom gantañ nemet bara sec’h ha dour sklêr !
N’eus ket c’hoazh pell amzer e peilhent e liorzh
Hag e lazhent e gi o harzhal en e borzh.
E dachennad "mais" a zo hogos debret
Gant hon c’hezeg lambrek ha koulz lâret flastret.
An eost evit ar bloaz a vezo difonn-tre,
Hag eñ, espernet mat, n’eus ket anezhañ re...
Penaos ober neuze pa deuio amzer fall ?
Goulenn an aluzen digant tud ken paour all ?
Siwazh !... Hag ar c’hozhiad a zalc’h gant e zamant,
Frailhetoc’h e galon, poan dezhañ, nec’hamant...
E vugaligoù baour, e vugale vihan,
O zad o vrezeliñ, pell du-hont, pell ac’hann !
Piv a bourvezho d’e dilhad, ti ha bara,
Mar gall kement hini kas gantañ forzh petra ?
Dougen klemm ? Ne c’houl’ ket. Ne dalve ket ouzhpenn :
Piv ouzh an estren-se a deufe d’e zifenn ?
Hag e rank, hep ur grik, lezel tud da laerezh,
Da laerezh bugale.. Tad-kozh, pebezh enkrez !

    III

Koad ha plouz ha mais, kistin, yer ha deñved,
Kement a zo tommder, danvez, gwiskamant, boued,
A zo mat d’ar soudard... Eñ a gerzh diarc’hen,
Ha, daoust n’en deus netra, da bep tra eo perc’henn.
Perak en em chaliñ ? Mervel hirie... warc’hoazh !
Bevañ bepred ! Kouezhañ ! Sevel ha bevañ c’hoazh !
Bremañ buhez dinec’h ; tañvaomp anezhi,
Nag he faefemp, siwazh ! gant un tamm laeronsi !
Laeronsi evit gwir, laeronsi divalo...
Kement e c’houzañvomp ! Piv hon tamallo ?
Pec’hed eo, a-dra-sur, kemer mad an nesañ,
Met hon dienez-ni eo an hini washañ ;
Ha, mar degouezh ganeomp treiñ kein d’ar Garantez,
Piv a c’hall hon meinañ, mar goar hon faourentez ?

    IV

Hag e klevemp bepred ar c’hozhiad oc’h ambren,
Hep entent e gomzoù lâret e yezh estren,
Pa gontas dirazomp : Unan, daou, tri, pevar !
En ur ziskenn e zorn hanter-hent d’an douar,
Moarvat evit diskouez e oa pevar bugel
Chomet gant o zad-kozh da vagañ, da sevel...
Hag e teuas tostoc’h, d’hon soñj, evit goulenn
Ha ni hon doa ivez bugale blev melen,
Bugale blev melen en-dro d’o mamm bodet,
O c’houlenn diganti pelec’h e oamp chomet,
Bugale blev melen, o pediñ an aelez
Da zegas ur wech c’hoazh o zad d’e vugale.

Ha mouezh ar c’hozhiad paour, e vouezh velkonius
A deueas da vezañ neuze ken dudius
Ma tihunas ennomp a-dreuz douar, morioù,
An denerañ daolenn, ar gwellañ eñvorioù...
Eñ ne oa ken neuze tamm an hevelep den ;
Dirazomp e save, heñvel ouzh ur skeudenn.
An heol aour o tiskenn a skede war e benn
Hag a lake kaeroc’h e gurunenn vlev gwenn.
E selloù a baras warnomp karantezus :
Ar brezel, koulz ha deomp, a oa dezhañ noazus...
Ha ne oa ket gwelloc’h unaniñ hon poanioù,
Ha distan ur pennad terzhienn hon ankenioù ?
Soñj tud kozh, bugale, mammoù, gwragez o klemm,
A lakas alies dastum kleze re lemm ;
Brezel !... ger spouronus, kastiz hon fallentez,
Nag a wad, nag a wad ! siwazh ! a skuilhez-te !!!
Ni holl, hag a c’houzañv reuz ur walenn ken gwazh,
En em harpomp eta ! Ne vefomp ket a waz...

    V

Nann, a lavarjomp holl, ne dleomp ket miret
Un dra ha n’eo ket deomp, un dra ganeomp laeret ;
An tad-kozh a zifenn bara emzivaded
A dle kavout skoazell ennomp, gwir soudarded !
Soñjomp en e drubuilh ; mar pouezomp hon hini,
Evit e dudigoù petra ne rafemp-ni ?
.............................
Hag ouzh treid ar c’hozhiad, sebezet ken e oa,
Kistin hon godelloù a red d’en em verniañ...
Petra da lavaret ?... Bennozh pe trugarez ?
E zaeroù a ruilhe, dilavar e oa tre...
Amzer a dremenas hag e oa c’hoazh eno ;
Ha, pa oamp o tec’hel, skañvoc’h hon c’halonoù,
E troas war-zu deomp e selloù a gozhiad,
Selloù a drugarez, a vennozh, a gimiad...

    Diwar ma notennoù, Yenitse-Vardar, 24 a Wengolo 1916