Kerent karet...

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Breiz, 19/11/1933
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

E lein an tour, ar c’hloc’h a ouel,
E koun an dud emañ o gouel ;
D’an dud tec’het, he* n’emaint ken,    [ha ?]
Ar c’hloc’h a ouel gant kalz anken.

O tont dioutañ, taol ar c’hlaz
A sko ennomp evel ur gloaz :
Galvadenn ar gerent karet,
O c’houlenn bezañ sikouret...

Int eo a ouel dre vouezh ar c’hloc’h,
Ha n’hallont kavout mouezh gwelloc’h,
Evit tizhout hon c’halonoù
Ha sachañ d’e hon fedennoù.

Hag ar c’hloc’h paour a skuilh daeroù,
O komz deomp eus hon zud varv ;
Eñ hon fed, en anv Doue,
D’e selaou, da gemer truez ;

Da reiñ sikour hag aluzenn,
Evit ma kouezho ur c’hlizhenn,
Glizhenn ur bedenn galonek
War eneoù kaezh, ezhommek.

Hag an dud, poaniet, a zered
D’an iliz kozh ha d’ar vered,
Sachet gant mouezhioù a garent,
Mouezhioù kenvroiz ha kerent :

Ar c’hlaz a zo klemmus, klemmus ;
Ar gouel ivez a zo sammus ;
War-zu galvoù ken truezus,
Pedenn an den a sav gwrezus...

Hag hon fedenn hag o galvoù
En em gav war hent an neñvoù ;
Hon fedenn o kas d’e distan,
Gant gras Doue, e-kreiz o foan.

An disparti, daoust d’ar marv,
N’eo ket ur spouron ken garv,
Pa deu ar feiz da unaniñ
Hon Anaon karet ha ni...

Daoust d’an amzer ha d’ar bez don,
E vezomp gant hon Anaon ;
Hag o vevañ dispont gante,
E kresk ennomp o c’harantez.

Na c’hlac’haromp ket hon ene ;
Soñjomp, pedomp, karomp an’e ;
Mar gouelomp, gouelomp e kristen,
Ar Feiz bepred ouzh hon souten !

Stouomp hirie ouzh o bezioù ;
Kinnigomp, mar karomp, bleunioù ;
Hogen, trec’h d’an holl vokidi,
Eo kalon c’hlan evit pediñ...

Hirie ho kouel ; warc’hoazh hon zro ;
O Anaon, ni ho karo ;
Gouel ar Re Varv, an Hollsent...
Ni ivez a zo war an hent !