Armella

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
L'Electeur des Côtes-du-Nord, 17/06/1922
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

     d’an itron Even, Landreger,
     da zevezh badeziant he merc’h

Gwennoc’h da ene kalz eget sae badeziant,
C’hoar vihan d’an aelez, Armella nag out koant !
     Kanañ ac’hanout eo ma c’hoant.

Met penaos, m’hen goulenn, kanañ ar verc’h vihan ?
Ma Zelenn baour n’eo ken tener a-walc’h he c’han
     Ha ma mennozhioù a chom gwan...

Armella ! Armella ! lorc’h da vamm ha da dad,
Eostig a lak en ti evurusted ha stad,
     Armella ! ken sart he lagad.

Pa zihunez, bugel, kerkent hag ar beure,
Pa vousc’hoarzhez, fentus, laouen, hep digarez,
     Pa gendalc’h ennout un huñvre ;

Pa sav da zaou dornig da dapout tra pe dra,
Pa c’hoantaez skoulmañ anezhe, war betra ?
     Pa glevez ur vouezh ar flourañ ;

Pa dec’hez da selloù diwar lein da gavell,
Pa seblantez goulenn evidout ur skoazell,
     Piv a glevez ouzh da c’hervel ?

War biv e par neuze da lagad muioc’h sart ?
Piv a ro dit kerkent un druilhad pokoù start ?
     Dit-te, dinerzh ha diampart ?

Piv, nemet da vammig, a gar he c’hrouadur,
A gav, en ez kichen, he gwalc’h a blijadur
     O lâret dit : ma merc’hig fur !

O heuilh da vamm ivez, da dad a deu seder
Dilezet ur pennad e drubuilh, e breder ;
     Ganit, ’an’vez ket ar skuizhder...

Hag o fennoù pleget a-us d’ez kavellig,
Pa lâront ac’hanout heñvel ouzh un aelig,
     Nag int da gar, o bugelig !

Bugelig !... Chom bugel ! Chom pell, o Armella !
Kalon c’hlan, spered eeun, setu ar stad wellañ,
     Pell diouzh kement a c’hall gwallañ..

Sent kozh hon Breizh karet, sant Erwan d’ez tifenn,
Ma kerzhi didamall ha ma savi da benn,
     Doujus evel lilienn wenn.

Lilienn a c’hwezh-vat, evel lili hon Bro,
Lili o deus gened ha furnezh war an dro,
     Rak hon Gouenn-ni n’eo ket marv !

– Dit-te, merc’h Armella, ha d’ez mamm Aziliz,
Ar pezhig-mañ war-lerc’h lid an Iliz,
     Ur vleuennig, warnezhi glizh...