Yann Postig

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Paris, Ti ar wenanenn aour, 1922
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Pedomp, kristenien, pedomp evit ar re varv. Breizhiz a gar o zud aet d’an Anaon. Pedomp evit o eneoù war an douar m’emañ o c’horfoù keizh o kousket dindanañ. Kannadez ar goañv, da lavaret eo Gouel an holl sent a zegas, dreist-holl, da bep hini, soñj eus an dud tremenet.

E-pad an nozvezh-se kristenien, e-pad an nozvezh-se hepken, an Aotroù Doue a blij gantañ lezel an Anaon da vont d’an ti m’o deus karet ennañ, d’ar vro m’o deus bevet enni, d’al lec’hioù m’o deus labouret start enno.

Bez ez eus, e-pad an nozvezh-se, e kement ti a zo, ken alies a zen marv hag a zen bev ; war an hentoù ken alies a zen marv hag a zelienn velenet ; war an aodoù, ken alies a zen marv hag a labous-aod e toulloù ar c’herreg.

Ha setu perak, a-hed an nozvezh-se, e pep ti, an daol a zo gwisket. Bez ez eus gouloù warni ; bez ez eus un tantad mat a dan en oaled. Evel-se ar re varv keizh a c’hell debriñ un tamm boued ha tommañ o izili krommet gant yenienn ar beredoù.

En nozvezh-se an daol a oa gwisket hag an tan a flamme kaer e pep ti, ya, e pep ti, nemet e ti Yann Postig.

Yann en devoa tremenet an devezh ’hed-da-hed, o tañsal e-pad an ofisoù, oc’h evañ e-pad an oferenn, o c’hoari gant martoloded.

Chom a reas da ganañ, da c’hoari ha da evañ, hep soñj ebet da vont d’ar gêr, ken na vije war-dro hanternoz anezhi.

Ar re all, pa voent skuizh gant ar pec’hed, a yeas kuit, ha Yann, neuze, a zeuas dezhañ, ivez, ar c’hoant da zistreiñ d’ar gêr. Dilezel a reas an davarn, ken kreñv ha ken yac’h evel ma’z oa a-raok mont enni. Hennezh a oa e gorf ken kalet hag an dir evit ar blijadur.
Laouen gant ar banneoù, e kane o tilezel an davarn, e kane o tilezel kêr, e kane o vont gant e hent.

Tremen a reas e-tal ar C’halvar, hep tennañ e dog, allaz ! Tremen a reas dirak an Aotroù Doue, allaz ! hep mont da vut.

Ez en em gav, erfin, gant ur groazhent. Daou hent zo aze, ma’z eer d’e di ganto. Ar salver, war e groaz, a zifenn diwar laez an hent hiroc’h. An hini berroc’h, avat, ar re varv hen darempred. Kalz tud, o vont gantañ e-pad an noz, o deus gwelet meur a dra na gomzer anezho nemet pa vezer tost d’ul lec’h santel.

Met Yann n’en deus aon rak netra hag ez eus, en e greiz, ur galon maen. Marvet eo e vamm ha kanet en deus ; marvet eo e c’hwreg ha dañset en deus.
Mont a ra gant an hent berroc’h, o lakaat e votoù koad da drouzal ouzh mein an hent.

Du-pod eo an noz, an delioù a red, kaset gant an avel ; ar broustoù a gren gant un trouz spontus, ha kammedoù Yann a dregern evel re ul langouineg.

Ha Yann a gerzh dalc’hmat, o kanañ atav, o c’hoapaat atav.

O tremen e-tal ar maner kozh ar wiblenn a lavar :

« Distro, Yann, distro. »

Ha Yann a gendalc’h gant e hent.

Pa zegouezh gant al lamm dour, an dour a hiboud :

« Na dremen ket, Yann, na dremen ket ! »

Lakaat a ra e dreid war ar vein kompezet gant ar stêr hag he zreuziñ.

O vezañ en em gavet gant an dervenn gozh, an aval a lavar, o froumal er skourroù :

« Chom amañ, Yann, chom amañ ! »

Yann avat a sko, war ar wezenn, gant e vazh, hag a dremen.

E teu, erfin, e traonienn ar re varv. Kleier teir barrez a sko taol hanternoz. Yann a gan hag a grog da c’hwibanat ton Marionig.

Met endra ma c’hwiban, e klev trouz ur c’harr o tont davetañ, ur ballenn gañv ouzh o c’holeiñ.

Karr ar c’horfoù marv eo, warnañ ur ballenn zu ha daou varc’h du ouzh e gas. Emañ an Ankoù war skabell ar c’harr, o lakaat e skourjez da strakal, hag o lavaret hep ehan :

« Distro pe me az troio ! Distro pe me az troio ! »

Yann hep aon ebet, a ro dezhañ frankiz da dremen.

– Petra ’rez te amañ, dre an hentoù, ken diwezhad ?

– Krapañ, ha dont rust.

– Ha da belec’h ez ez ’ta, Ankoù, ma’z eus kement a vall ganez ?

– Mont a ran da gerc’hat an hini marv a gomz hag a gerzh evit c’hoazh ; mont a ran da gerc’hat Yann Postig.

Yann a ziroll da c’hoarzhin, hag a gendalc’h gant e hent.

Neuze e wel div vaouez wenn o tisplegañ lien war ar broustoù.

– Petra deoc’h bezañ ken diwezhad er foenneg va merc’hedigoù koant ?

– Emaomp o walc’hiñ, o sec’hañ, o c’hwriat, eme ar gentañ.

– Emaomp o walc’hiñ, o sec’hañ, o c’hwriat, eme an eil.

– O walc’hiñ petra, o c’hwriat petra, merc’hed koant ?

– Liñser an hini marv a gomz hag a gerzh evit c’hoazh, liñser Yann Postig.

Yann a c’hoarzh ’leizh e gof hag a ya pelloc’h.

***

Ha klevet a ra golvizhier ar c’hannerezed-noz o tegerniñ war vein an douet ; o gwelet a ra, o unan, dizale, o walc’hiñ, en ur ganañ o diskan klemmus :

Ken na zeuy kristen salver
Ret eo gwalc’hiñ hol liñser
Dindan an erc’h hag an aer.

’Dal ma welont ar paotr, e teuont holl en ur red, o kinnig dezhañ o liñserioù hag o c’houlenn digantañ o gwaskañ da lakaat an dour da vont kuit diouto.

Lakaat a ra Yann, neuze, e vazh a-gostez, ha kemeret penn al liñser a ginnig dezhañ unan eus ar merc’hed marv ; teurel a ra evezh da waskañ en hevelep tu ganti, rak, her gouzout a ra, n’eus tro all ebet evit na vijed ket lazhet.

Endra ma tro al liñser er c’hiz-se, setu kannerezed all o tont en-dro dezhañ ha Yann oc’h anaout e vamm, e c’hwreg hag e c’hoarezed, an holl o youc’hal :
Mil mallozh d’an hini a ankounac’ha ar re varv ! Mil mallozh d’an hini a lez anezho hep pedennoù ! Mil mallozh d’an hini a lez e dud da zeviñ er purgator.

Hag i da hejañ o blev dispak en ur c’houdrouz anezhañ, hag a-dreuz d’an draonienn, d’al lanneier ha d’ar c’hoadoù, a bep tu, mouezhioù a sav, o krial :

« Mil mallozh ! Mil mallozh ! »

Yann, er-maez anezhañ e-unan, spontet evel ma’z eo, a grog da waskañ d’an tu all. Al liñser a start e zaouarn ha Yann a gouezh, lazhet-mik gant divrec’h kalet ar gannerez.

***

O tremen dre eno da c’houloù-deiz, he fodad laezh livrizh war he skoaz, ur plac’h yaouank a welas Yann da c’hourvez war vein glas an douet. Kavout a reas dezhi en doa, ar gwin ardant, her pilet eno ; tostaat a reas, ur vroennenn ganti, d’hen dihunañ. O welet e chome atav diflach, ar plac’hig a grogas aon ganti hag ez eas prim d’ar gêriadenn da c’houlenn skoazell.

Savet e oe ar c’horf ha lakaet war ur c’harr sachet gant ejened, ha douget d’ar gêr.

Hogen ar gouloù benniget a varve, dalc’hmat, en-dro d’an arched ar pezh a roas da c’houzout d’an holl e oa, Yann, kouezhet en ifern da viken.

Rak-se korf Yann Postig a oe douaret dindan an diribign maen, er-maez eus ar vered.

Pedomp evit hon tud varv !