Kantik sakramant an aoter

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

war don anavezet mat Kantik ar Baradoz

AN HOLL A-UNAN

Burzhud ar burzhudoù !
Boued dudius an eneoù !
  2 wech :
Ar bara glann a vuhez
Zo hor magadurezh.

En osti e kaver
Gwad santel hor Salver
  2 wech :
E gorf sakr, e ene
Hag e zivinite.

Ho Toue mat a ziskenn
En ho touez, tud kristen ;
  2 wech :
It, breudeur an aelez
Da gaout ho levenez.

Jezuz ! o va zeñzor !
Jezuz ! me hoc’h ador !
  2 wech :
Grit ma’z in d’ho kwelet,
En neñvoù steredet.