VI diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERMANN kousket atav, PANKRAS, RUSTICUS, FULVIUS, TERTULLUS, AN TRI OFISER, DAOU SOUDARD, LUCIAN. An daou soudard a zegas Lucian da vezañ barnet. Tertullus a azez war e gador-varn.

TERTULLUS
Fulvius, ar re a dle bezañ barnet en dro-mañ, pet zo anezho ?

FULVIUS
Tri, aotroù prefed, un den kozh-bras ha daou zen yaouank. An hini kozh eo a zo bet paket da gentañ.

TERTULLUS
Degasit diouzhtu an hini kozh diragon, neuze. Lucian a ya. Lavar din da anv ha da vicher.

LUCIAN
Lucian a reer ac’hanon, ha n’eo ket ur vicher eo em eus, met ur garg, hag hi ar gaerañ ma c’hellfed kaout er bed-mañ.

TERTULLUS
Pehini ?

LUCIAN
Ar garg a veleg. Hag an Doue ma’z on-me e veleg da viken, n’em eus an disterañ aon evit lavaret e anv a vouezh kreñv. An Aotroù Jezuz-Krist eo. An doueoù all n’int nemet falz doueoù.

TERTULLUS
Ma leverez adarre drouk-komzoù a-enep hon doueoù-ni, gourc’hemenn a rin toullañ da deod gant un houarn ruziet ouzh an tan.

LUCIAN
Ha pa ve devet a-bezh va zeod, daoust ha ne c’hellfen ket evelato meuliñ ha pediñ Doue gant va spered, ennon va-unan ?

TERTULLUS
Lez da ober ; me a viro ouzhit da bediñ ha da veuliñ n’eus forzh piv. Fulvius, galvit an daou gristen all. Pankras ha Rusticus a ya dirak kador ar Prefed.

FULVIUS
Setu i o-daou, aotroù prefed. Ar re-se o deus disprizet an impalaerien o strinkañ a-dammoù al lezenn nevez.

TERTULLUS da Bankras
Piv a reer ac’hanout ?

PANKRAS
Pankras, mab Quintinus, bet merzheriet.

TERTULLUS
Te eo hag ec’h eus roget skrid al lezenn ?

PANKRAS
Me eo, hag hel lavaran a vouezh uhel.

TERTULLUS
Nebeutoc’h a fouge, emichañs, a vezo ennout warc’hoazh, pa vezi barnet da stourm a-enep al leoned hag an tigred, pa vezo drailhet da gorf ganto, evel m’ac’h eus roget, te da-unan, lezenn an impalaerien.

PANKRAS
Ma trailhont va c’horf, ne zrailhint ket va ene.

TERTULLUS droug ennañ
Penn kalet ma’z out ! Lavar ’ta ! Ha n’oa nemedout o freuzañ an traoù evel-se ?

RUSTICUS
Freuzet em eus ivez, aotroù Prefed, ha dre-se em eus gounezet un enor ken bras hag hini Pankras. Ar pezh en deus lavaret deoc’h, me hel lavar ivez.

TERTULLUS da Fulvius
Penaos ’ta, Fulvius, o deus gellet an daou-se ober kement-se ? N’oa den ebet o tiwall ’ta, neuze ?

FULVIUS
Eo, aotroù Prefed, ar soudard Hermann oa bet lakaet.

TERTULLUS
Pelec’h emañ eñ ?

FULVIUS o welet Hermann kousket atav
Foeltr Jupiter ! Kousket eo ! o tihunañ Hermann hag ouzh e gas dirak ar Prefed.
Setu eñ, aotroù Prefed.

TERTULLUS rust e vouezh da Hermann
Deus amañ, koll-bara ; daoust ha n’ec’h eus ket gwelet ar re-se o tiframmañ al lezenn ?

HERMANN o chom strafuilhet naet
Al lezenn ?

TERTULLUS
Ya. Petra a rez-te abaoe ar mintin-mañ ?

HERMANN
Kousket. Pa vezan skuizh, e kouskan.

TERTULLUS o c’hoarzhin yud
Ha, ha, ha, ha ! Kousket ? mat eo. Me az lakaio da gousket da viken. Kent na varnin an tri-se, ur varnedigezh all am eus da zougen.
An hini a vez graet Hermann anezhañ a zo ur soudard fall, disleal ha digalon en deus lezet torfederien gristen da regiñ ar pezh a oa bet graet gant an impalaerien. Barn a reomp anezhañ da vezañ lazhet hiriv a daolioù kleze.

HERMANN o ouelañ
Ho pet truez ouzhin, aotroù Prefed.

TERTULLUS
Truez ebet ; kae kuit diouzhtu. Soudarded, taolit anezhañ er-maez. An daou soudard a ya er-maez, Hermann ganto. Ha bremañ, hastomp afo gant ar re all. O komz outo. A-walc’h eo gant an holl draoù diskiant ho peus glabouzet din da gentañ. Un truez bras am eus ouzhoc’h, yaouank-flamm evel ma’z oc’h. N’oc’h ket peurgollet c’hoazh, daoust d’ho torfed skrijus. An dud yaouank, a-wechoù, a zo skañv o spered.
Reiñ a rin deoc’h ho puhez, mar fell deoc’h deviñ ezañs dirazon en anv an doue Jupiter.

PANKRAS
Ni a zo gwelloc’h ganeomp gouzañv mil marv kriz kentoc’h eget deviñ ezañs dirak ur gozh skeudenn m’emañ an droug-spered kuzhet enni.

LUCIAN HA RUSTICUS a-unan
Barnit ac’hanomp da vervel.

TERTULLUS kounnar ennañ
N’eo ket diaes : Ni, Prefed Rom, en anv sakr Diocletian ha Maximian, a zoug hor barnedigezh a-enep ar gristenien Lucian, Pankras ha Rusticus.
Ar c’hentañ a zo savet gantañ c’hoant da ziskar brasañ doueoù kêr Rom. An daou all o deus diframmet lezennoù mistri ar bed, hag ouzhpenn ec’h anzavont o zorfed gant ur fouge zispar.
Rak se, hervez ar galloud hor beus a-berzh an impalaerien, gourc’hemenn a reomp ma vezo an tri c’hristen aheurtet-se lakaet da stourm, warc’hoazh, a-enep al leoned, dirak an holl bobl.

LUCIAN, PANKRAS, RUSTICUS a-unan
Gloar da Zoue galloudus ar gristenien !