V diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERMANN o kousket atav, PANKRAS, RUSTICUS, FULVIUS, TRI OFISER

FULVIUS
Paket mat ’oc’h, paotred fall. Ha n’ouzoc’h ket, marteze, e c’hellit bezañ barnet d’ar marv, o vezañ graet fae evel-se eus a lezennoù an impalaerien ?

RUSTICUS
Her gouzout a reomp.

FULVIUS
Ha c’hwi ouzh her gouzout, ho peus kredet ober an torfed-se koulskoude ?

PANKRAS
Regiñ un tamm paper skrivet warnañ komzoù difeiz a-enep hon Doue, n’eo ket un torfed eo ez eo, met un dra enorus-meurbet.

FULVIUS
Mat. Ho c’hoari gaer zo bet graet e poent hag en amzer, rak dizale ar Prefed a zeuio amañ. Barnet e viot gantañ.

PANKRAS
Her gouzout a reomp.