IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERMANN azezet atav, PANKRAS, RUSTICUS, TARSICIUS

PANKRAS
Ur pennad brav a amzer a zo deomp, a-barzh distreiñ d’ar skol. Azezomp war ar bank-se. An tri a azez war ur bank, da ziaraok an teatr en tu all d’ar bank m’emañ Hermann warnañ. Pankras en em laka e-kreiz, Rusticus ha Tarsicius an eil a-gleiz, egile a-zehoù.

RUSTICUS
Un ebad eo, Pankras, ober amañ un abadennig kaozeal.

TARSICIUS
Ya da, un ebad eus ar re zuziusañ. Pa vez Pankras em c’hichen, ur wir blijadur a vez ivez em c’halon, evel ma ve Pankras va breur e ve.

PANKRAS
Arabat eo dit bezañ souezhet gant kement-se Tarsicius. Me a gar ac’hanout ivez evel va breurig. Ni zo breudeur holl etrezomp, o vezañ ma’z omp gwir gristenien.

RUSTICUS
Setu ar pezh a lavar ivez Lucian, hor beleg kozh. Hennezh eo en deus va badezet.

PANKRAS
Mat. Ne vadezo krouadur ebet diwar-vremañ. Soudarded an impalaer o deus kroget ennañ, daoust dezhañ da vezañ paket a zek vloaz ha pevar-ugent.

TARSICIUS
Ha perak ’ta ?

PANKRAS
War zigarez m’eo kristen, ha netra ken. Hiriv e vezo barnet, ha merzheriet kerkent goude.

TARSICIUS
Petra eo bezañ merzheriet ?

PANKRAS
Ur merzher eo an hini a varv e-touez ar poanioù ar re vrasañ en ur c’houzañv evit anv Jezuz-Krist. N’eus marv ebet a ve enorusoc’h. N’eus hini ebet, kennebeut, a ve dudiusoc’h da Zoue. Evidon-me, avat, a c’houlenn start bemdez digantañ ma varvin merzheriet.

RUSTICUS
Ha penaos e respont Doue dit-te ?

PANKRAS
O lakaat noz-deiz em c’halon ha dirak va daoulagad skouer va zad karet, en deus roet e c’hwad evit ar gwir feiz, hag a oa Quitinus e anv. Da zerc’hel soñj anezhañ, un dra vihan n’em eus ken. Met talvoudusoc’h kalz eo din eget un teñzor leun a berlez fin.

TARSICIUS
Petra eo ?

PANKRAS o tiskouez ur voestig aour a zo a-istribilh gant ur chadenn aour ouzh e c’houzoug
An dra-mañ eo. Ar voestig venniget-se a zo enni un tammig lienenn bet glebiet gant ar gwad a rede eus a c’houli marvel va zad, deiz e verzherinti. Ur garantez dispar am eus evit an draig kaezh-se.

RUSTICUS
Her c’hompren a-walc’h a reomp.

PANKRAS
Ar gwad a zo o virvi em c’hreiz a zo an hevelep gwad gant an hini a viran er voestig-se, gant an hini bet skuilhet evit gloar Doue. Poket a ra d’ar voestig.

RUSTICUS
Plijit anez ma rofen-me ivez ur pok dezhi. Rusticus a bok d’ar voestig.

TARSICIUS o pediñ Pankras
Ha me ivez, Pankras, ha me ivez ! Az pediñ start a ran. Pankras a ro da boket ar voestig da Darsicius.

PANKRAS
Plijit gant va zad merzher ma teufe din ha deoc’h ho-taou, ur galon heñvel ouzh e hini, da vervel evit Doue, ma ve ret.

Hermann, c’hoant kousket gantañ, a zigor frank e c’henoù, en ul leuskel ur vlejadenn. An tri bugel a dro o fenn war-zu Hermann.

TARSICIUS o c’hoarzhin gouestad
Sell ’ta ! Piv eo hennezh ? Nag eñ zo divalav, n’eo ket ’ta ?

PANKRAS
Ro peoc’h ! hennezh zo un den kriz, un den fallakr. Ur soudard eo o servijañ an impalaerien.

RUSTICUS
Eñ a zo ruz-flamm e varv hag e vlev. Eñ a zo e zaoulagad hanter serret. Hermann a ra trouz adarre o tic’henaouiñ.

TARSICIUS
Gwall c’hoant kousket en deus a gav din. Hermann a gousk. Sellit ! Sellit ! Kousket a ra. Pankras a sav.

PANKRAS
Petra ’ta emañ hennezh oc’h ober azezet aze ?
Deomp da welet. Pankras a ya ha a lenn, hep lavaret ger, al lezenn staget ouzh ar peul.

RUSTICUS azezet atav war ar bank, Tarsicius gantañ
Ar soudard-se, war va meno, a zo bet lakaet aze da deurel evezh ouzh ul lezenn bennak staget ouzh ar peul, evel ma reer atav.

TARSICIUS o vousc’hoarzhin
Feiz ! un evezhiad fall eo, o kousket evel-se.

PANKRAS o tont en-dro
Rusticus ! ul lezenn nevez eo a zo aze, ul lezenn griz ha difeiz a-enep ar Gristenien. Gourc’hemenn a ra ma vezint paket ha barnet d’ar marv.

RUSTICUS o sevel
Ha neuze, Pankras ? N’eo ket ar wech kentañ eo ma fell dezho, an impalaerien, poaniañ ar Gristenien.

PANKRAS
Gwir eo. Met n’eo ket hepken kement-se.
Skrivet eo ivez n’eus doueoù nemet re an impalaerien
Ar paper-se, Rusticus, a nac’h Hor Salver benniget, o lavaret n’eo ket un Doue eo ez eo.

RUSTICUS
Traoù euzhus an holl draoù-se ! Ni, ar Gristenien, n’hellomp ket gouzañv dismegansoù er c’hiz-se diwar-benn hon Doue.

PANKRAS gant nerzh
Rusticus ! ret eo deomp regiñ ar c’hozh tamm paper-se. Ar soudard a zo kousket. Mar teu da zihunañ en un taol, lazhet e vezimp raktal hon-daou gantañ N’eus forzh ! En anv ar C’hrist, deomp Rusticus !

Pankras ha Rusticus a ziframm ar paper diouzh ar peul hag her rog a-dammoù.

RUSTICUS o sellet ouzh ar maez
Re ziwezhad eo. Paket ’omp. Fulvius en deus hor gwelet a-bell. Dont a ra o redek ; ofiserien a zeu ivez, tu-mañ-tu-hont

PANKRAS
Tarsicius, kae kuit buan.

TARSICIUS
Me ’fell din chom ganeoc’h.

PANKRAS kreñv e vouezh
Kae kuit ! Kae da lavaret d’ar beleg ar pezh a c’hoarvez ; warc’hoazh e varvimp. En anv Hor Salver, kerzh buan. Tarsicius a ya kuit.