III diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERMANN e-unan

goude bezañ kroget er bank, ez a d’hel lakaat tost d’ar peul. Azezañ a ra, e zremm war-zu an  dud.

Pebezh micher enoeüs din ! Ha n’eo ket un truez eo lakaat un den da sellet ouzh ur c’hozh peul koad staget outañ ur c’hozh tamm paper ? Ha petra a ra din Erkul, Jupiter, an impalaerien, an ofiserien, ar varnerien ha n’ouspet a ganfarded all evelto ? Goap a ran mat anezho, me, hag e tegasan dezho, a-bouez va fenn, mil ha mil foeltradenn eus ar re gaerañ.

Sellit ’ta ! Daoust ha n’oan ket, me, eürusoc’h, ha kalz muioc’h zoken, p’edon pell, e broioù an hanternoz ma’z on bet ganet enno ? O tennañ eus e sac’h ur gozh voutailh bri.

Pegoulz ez in-me di adarre, da c’haloupat, evel kent, war-lerc’h ar bleizi hag an ourzed ?

N’on ket evit hel lavaret. Gant ur vouezh flour o sellet ouzh e voutailh. Gwellañ tra zo m’emaoc’h ganin, boutailhig leun a win ardant kerez, a laka va c’halon baour d’en em laouenaat pep en amzer. O poket d’ar voutailh. Na c’hwi zo karet ! Oc’h hejal ar voutailh tost da doull e skouarn. Ha pebezh plijadur eo, klevet ar vouezh dudius a gan en ho kofig !

Evañ a ra o lakaat gouzoug ar voutailh en e c’henoù. Nag eñ zo mat ar gwin ardant ! O sellet war-zu ar maez, endra m’emañ Rusticus, Pankras ha Tarsicius o tont. Petra ’ta ? Piv eo ar re-se ?

Evañ a ra. Tud yaouank ; bugaligoù ; ur ribitailh skolaerien n’eo ken !