II diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

CORVINUS, FULVIUS, TERTULLUS, HERMANN, OFISERIEN

Hermann a ya da azezañ pelloc’h war ur bank.

FULVIUS
Ni ho salud gant ar brasañ doujañs, aotroù Prefed.

TERTULLUS
Ne zeuio ket hiriv an impalaer d’al lez-varn.
Deuet ’on, eus e berzh, da zerc’hel e lec’h.

CORVINUS
Deoc’h eo, neuze, e tlean-me diskouez al lezenn nevez am eus savet, hervez gourc’hemenn Diocletian, a-enep ar gristenien. O reiñ e baper. Setu-hi, va zad, mar plij ganeoc’h he lenn.

TERTULLUS oc’h azezañ war e gador, hag o lenn

« Ni, Diocletian ha Maximian, impalaerien ar bed, aotrounez hollc’halloudus, mibien ar brasañ doueoù, a ro da anaout da bobl Rom ha da vroadoù all an douar, ul lezenn nevez savet ganeomp.

« Da gentañ : n’eus doueoù nemet re Diocletian mab karet an doue Jupiter, ha re Maximian, mab karet an doue Hercul.

« D’an eil : ar re a zo en un tu gant an hini a reer anezhañ Jezuz-Krist, o lavaret ez eo doue hennezh, ar c’haouiaded-se zo enebourien touet an impalaerien.

« D’an trede : gourc’hemennet start eo, d’an holl, klask ar gristenien, redek war o lerc’h, kregiñ enno hag o c’has dirak kador ar barner.

« D’ar pevare : ar gristenien, pa vezint paket, ma falvezo dezho, a galon vat, deviñ ezañs dirak hon doueoù, e vezo roet dezho, raktal, o frankiz hag o buhez. Ar re ne fello ket dezho, n’eus forzh piv e vent, gwaz, maouez, bugel, kozh pe yaouank, mestr pe vevel, paour pe binvidik, a vezo barnet d’ar marv ha lazhet evel chas.

« D’ar pempet : Prefed Rom, e ofiserien hag e varnerien, a ranko lakaat al lezenn da vont en-dro hag an dud da sentiñ ouzhomp. » Da Gorvinus. A zoare vat ec’h eus savet al lezenn-se, Corvinus. Gopreet mat e vezi. Reiñ a ra ar paper da Gorvinus.

CORVINUS o saludiñ
o trugarekaat a ran, va zad.

TERTULLUS
N’hor beus ket a amzer da goll. Fulvius, deus da’m selaou. Laka da stagañ skrid al lezenn nevez ouzh kement moger a zo e kêr.
Hag ar paper-se, ma’z eo bet skrivet al lezenn warnañ evit ar wech kentañ, stag anezhañ ouzh ar peul-mañ, dirak lez-varn an impalaerien.
Fulvius a stag ar skrid ouzh ar peul. Hermann ! Hermann ! Hermann, azezet atav war e vank, ne fiñv tamm. Hermann ! Pelec’h emañ hennezh ’ta ?
Hermann a sav hag a zeu.

HERMANN
Emaon amañ, aotroù Prefed.

TERTULLUS o c’hourdrouz Hermann
Te zo bouzar ’ta, o chom hep respont pa vezez galvet ? Klevet a rez ? Hermann a chom diflach en e za. Lavar ’ta !

HERMANN
Ya, aotroù Prefed.

TERTULLUS
N’eo ket re abred. O tiskouez dezhañ ar paper staget ouzh ar peul. Gwelet mat a rez ar paper-se ? Te a chomo amañ hep pellaat an disterañ dioutañ. Te zo lakaet da deurel ar brasañ evezh outañ.
Va c’hlevet ec’h eus mat ? Hermann ne fiñv ket ; ar prefed a ya droug ennañ. Pegen diot eo an azen-mañ ! Lavar din ar pezh am eus gourc’hemennet dit.

HERMANN
Chom dalc’hmat tost d’ar paper staget ouzh ar peul.

TERTULLUS
Mat ; ha taol evezh, pe da groc’hen a baeo ket.

HERMANN
Ya, aotroù Prefed.

TERTULLUS da Gorvinus ha da Fulvius
Bremaik al lez-varn en em zalc’ho amañ.
E teuin en-dro abalamour da se. An holl a ya kuit nemet Hermann.