I diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Daou vank, an eil a-gleiz, egile a-zehoù. Ur peul koad, ma stager outañ paperioù al lezenn. A-zehoù, ur gador-vrec’h uhel ha brav, evit prefed Rom.

CORVINUS, FULVIUS

FULVIUS
Petra a ouzout-te a-nevez, Corvinus ? Daoust ha ne zeuio ket amañ an impalaer Diocletian ?

CORVINUS ur paper gwenn rollet gantañ
Ne zeuio ket. An impalaer en deus kalz a gudennoù da ziluziañ gant ar brezel a reer a-enep tud gouez, e Bro-Azia. Diocletian a chomo en e balez hiriv a-hed an deiz. Met n’hor beus tamm ezhomm ebet anezhañ.

FULVIUS
Me a grede din ez oa mall-bras gantañ dont amañ da reiñ ur gourc’hemenn nevez diwar-benn ar gristenien.

CORVINUS
Roet en deus, avat, ar gourc’hemenn-se, ha me eo am eus savet al lezenn nevez. Ar paper-mañ eo.

FULVIUS
Mat-kenañ ; al lezenn-se, mard eo bet skrivet ganez, a zo skrivet mat, a gav din. Te zo lemm da spered.

CORVINUS lorc’h ennañ
Me her c’hredfe a-walc’h, dioc’h a leverer.
Met ne chomimp ket pell hep gouzout ha labour vat eo am eus graet. Setu va zad, Prefed Rom, o tont, e ofiserien gantañ.
Hel lakaat a raimp da varner war gement-se.