VII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Sebastian hag un toullad mat a gristenien a zeu

DYONISIUS
An deiz-mañ, va breudeur, n’eo ket un deiz a c’hlac’har eo ez eo, met un deiz a levenez hag a c’hloar. Hor breurig kaezh Tarsicius zo aet d’ar baradoz, osti an douar bet merzheriet evit osti an neñvoù. Gwelet em eus e c’hwad glann, ruz war e sae wenn evel ma vije bokedoù roz kemmesket gant lili. Mousc’hoarzh an aelez am eus gwelet o skediñ war e c’henoù, endra m’edo e zouarnigoù kroazet war boull e galon da viret, betek ar marv, korf sakr an Aotroù Jezuz. Pebezh kentel vrav evidomp-ni, va breudeur ! Kemeromp da skouer ar bugel kalonek-se. Karomp, eveltañ, sakramant an aotrer, roet deomp gant un doue a zo en em c’hraet den evidomp. Korf santel hon aelig karet a vezo douget ha beziet e bered Sant Kallist. Da c’hedal ma’z aimp d’hen dougen d’an iliz, kanomp a-unan, gant holl nerzh hor c’halon, kantik sakramant an aoter.