VI diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

DYONISIUS, MARSEL

MARSEL
Gortozit ur pennad ; me ho ped a greiz kalon.

DYONISIUS
Perak ’ta, paotrig ?

MARSEL
Abalamour d’un dra vras. Ha n’eo ket c’hwi eo beleg ar gristenien ?

DYONISIUS
Me eo. Petra a fell dit ?

MARSEL
Ha n’hoc’h eus ket gwelet amañ, n’eus ket pell, ur paourkaezh paotrig gwall gaset gant skolaerien ?

DYONISIUS
Her gwelet em eus.

MARSEL nec’het
Ha poan vras en deus ?

DYONISIUS
N’en deus mui. Marv eo.

MARSEL glac’haret
O ! na pebezh kalonad c’hlac’har am eus, me, ouzh o klevet. E-touez ar skolaerien, unan anezho en deus roet d’an hini bihan an taol en deus hel lazhet. Oc’h en em strinkañ war e zaoulin. Ha me eo, aotroù beleg, me eo ar bugel kriz ha digalon-se. Tarsicius, o kouezhañ, en deus sellet ouzhin, hag e zaoulagad a yoa enno ur vadelezh dispar. War an taol, va c’halon zo bet rannet, hag am eus skuilhet daeroù stank.

DYONISIUS
Ha te zo bras da geuz neuze, da vezañ lazhet Tarsicius ?

MARSEL
Bras, bras ! Met un dra all a ra muioc’h a boan din c’hoazh.

DYONISIUS
Pehini ?

MARSEL
Ne c’hellan mui goulenn pardon digantañ.

DYONISIUS
Gwir eo, met me, beleg, en anv Jezuz hag en anv Tarsicius a wel ac’hanomp, me a denno diwarnout an droug ac’h eus graet.

MARSEL e zaouarn kroazet
Na pegen mat eo Doue ar gristenien ! ur sklêrder nevez a sav em spered. Deuet eo eus daoulagad Tarsicius. Mar kredfen-se, e lavarfen deoc’h ar c’hoant bras a zo o virvi em c’hreiz.

DYONISIUS
Lavar.

MARSEL
Anaout ho Toue ha dont va vezañ kristen.

DYONISIUS
Doue ra’z pennigo, breurig karet ; kristen e vezi.