V diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

SEBASTIAN, TARSICIUS marv, DYONISIUS

DYONISIUS
Petra zo, Sebastian, petra zo ? Daoust hag e ve Tarsicius klañv ?

SEBASTIAN
Bev eo, met er baradoz ! Lazhet eo bet gant un toullad bugale griz.

DYONISIUS
Bolontez Doue bezet graet ! Emañ ur merzher nevez o pediñ evidomp. O sellet ouzh ar bugel. Nag eñ a zo koant en e gousk diwezhañ ! Ha sakramant an Aoter, Sebastian ? N’eo ket bet gwall gaset gant an dorfederien-se ?

SEBASTIAN
N’eo ket bet Dyonisius. Emañ atav bara sakr an neñvoù war galon c’hlann ar merzher yaouank. Her c’hemeret a c’hellot digantañ en hon ti, pa’m bezo douget ennañ ar paourkaezhig. Ha ne gav ket deoc’h, Dyonisius ?

DYONISIUS
Eo, eo. Emaon ivez o vont diouzhtu war da lerc’h. Sebastian a ya kuit, Tarsicius en e zivrec’h.