IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

TARSICIUS, SEBASTIAN

Sebastian a ya da azezañ war ar bank. Tarsicius gantañ en e zivrec’h.

SEBASTIAN
Ha poan vras ec’h eus, paotrig ? Lavar din ; me zo ur gwir vignon dit. Tarsicius ne fiñv tamm. Ha n’out ket evit respont din ? bremañ n’ec’h eus ket ezhomm da gaout aon ; ar re fall zo aet kuit.

TARSICIUS o tihunañ un tamm, klemmus e vouezh
Ha c’hwi eo Sebastian ? C’hwi zo bras ho madelezh. Un enkrez spontus am eus… diwar-benn… diwar…

SEBASTIAN
Diwar-benn petra, mignonig ?

TARSICIUS
Diwar-benn korf sakr… Jezuz… Ha n’eo ket aet… aet… gant ar re-se, da vihanañ ? Sebastian a zistag daouarn Tarsicius a zo kroazet atav, hag a zigor un tamm ar sae ruziet gant e c’hwad.

SEBASTIAN
Bez dinec’h, va c’haezhig. Emañ korf sakr an Aotroù Doue atav ganez. Her gwelet hag hen adoriñ a ran war da galon.

TARSICIUS
Brasañ levenez ! Va goulioù ne reont mui poan din… O Jezuz ! fellet eo bet deoc’h chom… ganin… Bennozh ! Me… me hoc’h ador… ha bremañ… bremañ… e varvan !

SEBASTIAN
Petra ’ta ? N’eo ket, n’eo ket, ni a bareo da c’houlioù. Ne varvi ket.

TARSICIUS e vouezh o tinerzhañ muioc’h-mui
Eo, eo… Mervel a ran… Salver karet, kasit ac’hanon… ganeoc’h… er… er baradoz. Tarsicius a denn un huanad hir hag a varv etre divrec’h Sebastian.

SEBASTIAN
Hel lazhañ o deus graet. Pegen kriz ’int ! Met pebezh marv santel ! O sellet outañ. E zremm zo laouen ha sioul. Doue ar verzherien, ho pezet truez ouzh ar re o deus hel lazhet.