II diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

TARSICIUS, MARSEL, AR SKOLAERIEN

UR SKLOAER
Sellit, sellit ! paotred, Tarsicius eo. Ne fazian ket ; eñ eo. Deus da c’hoari ganeomp, Tarsicius.

TARSICIUS
Trugarez dit, mignon, met ne c’hellan ket. Me am eus ur gevridi eus ar re vrasañ.

AR SKOLAER
Pa vez poent c’hoari, e c’hoarier. Deus ganeomp.

TARSICIUS
Ne c’hellan ket ; hel lavaret am eus dit.

AR SKOLAER
Chom a rankez. Ni a fell deomp. Ac’hanta ! da zremm zo ken teñval hag hini un den kozh. Petra a c’hoarvez ganez, ta ?

MARSEL
Petra ? Ha n’her gwelit ket ? Un azen gristen eo o tougen ar misterioù. An holl a c’hoarzh a-bouez-penn.

AR SKOLAER
Ar misterioù ! Pebezh chañs vat deomp. Pell amzer zo em eus c’hoant da welet misterioù ar gristenien. Alo ’ta ! Tarsicius, diskouez deomp an traoù burzhudus-se. Hast afo, ’ta ! Ez en em lakeont holl da sachañ ha da vountañ Tarsicius.

TARSICIUS
Ne rin ket. C’hwi am lazho da gentañ. Gwell eo ganin mervel.

AR SKOLAER oc’h ober goap
Mervel ! mervel ! tav ’ta, pezh didalvez a gristen ma’z out.

MARSEL
Ha pa varfe ? Petra a rafe kement-se ? Daoust ha n’en deus ket an impalaer gourc’hemennet lazhañ ar gristenien ? Da Darsicius. Diskouez deomp raktal ar pezh a c’halver misterioù.

TARSICIUS a vouezh uhel
N’her grin biken ! An holl a sko gant Tarsicius kounnar vras enno. Tarsicius a gouezh war an douar, e zaouarn kroazet atav war boull e galon. Sebastian a zeu o redek, hag a c’hourdrouz start ar vugale.