IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

SEBASTIAN, DYONISIUS, TARSICIUS, ar re all

DYONISIUS
Pebezh levenez zo enno ! O daoulagad a lugern gant gloar an Neñvoù. Met n’eo ket peurechuet an traoù ganeomp. Un dra vras a chom da ober c’hoazh. Sebastian, lavar din-me hag e c’hellfe unan bennak mont d’o gwelet, o-zri, er prizon ?

SEBASTIAN
N’eus netra aesoc’h. Me a vezo e penn ar soudarded a daol evezh ouzh ar prizon. Meur a wech, er c’hiz-se, me, kristen, daoust din da vezañ ofiser an impalaerien, am eus roet digor d’ar re a felle dezho gwelet ar brizonerien.

DYONISIUS
Gwell a se, rak me am eus youl e vefe kaset dezho bara an Neñv. Piv a falvezo dezhañ dougen an teñzor-se, talvoudusoc’h eget an holl deñzorioù eus ar bed ?

TARSICIUS a vouezh uhel
Me, va zad mat, me. Goulenn a ran start ar c’hras-se diganeoc’h.

DYONISIUS
Ne c’hellez ket, va faourkaezhig, ne c’hellez ket. Re vihan ’out, ha re yaouank.

TARSICIUS
Selaouit va fedenn, va zad. Roit din korf sakr va Salver. Mard on-me bihan, gwell a se ; va c’hevridi ne vezo nemet aesoc’h a se. An dud fall, mar teufen-me d’en em gaout ganto, ne raint stad ebet ac’hanon dister evel ma’z on. Oc’h en em strinkañ war e zaoulin. Ho pediñ a ran gant holl nerzh va c’halon.

DYONISIUS
Emañ ar wirionez marteze ganez. Teurel evezh mat a ri-te, da vihanañ ? Anaout mat a rez-te talvoudegezh dispar an dra santel-se ?

TARSICIUS
Hen anaout a ran evit ar gwellañ.

DYONISIUS
Dit-te e roin, neuze, Tarsicius, korf hon Aotroù Jezuz, da zougen d’hor breudeur. Dalc’h soñj mat eus da gevridi. Emaout o vont da vezañ kannad an Aotroù Doue. Brasañ enor !

TARSICIUS gant nerzh
Korf santel va Salver ne vezo tennet diganin nemet tennet ne vefe da gentañ va c’halon eus va c’hreiz.

DYONISIUS
Mat. Deus ganin, paotrig benniget.