III diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

DYONISIUS, TARSICIUS, SEBASTIAN, LUCIAN, PANKRAS, RUSTICUS, UN TOULLAD KRISTENIEN

LUCIAN
Madelezh Hor Salver, Dyonisius, he deus dibabet ac’hanomp, Pankras, Rusticus ha me evit skuilhañ hor gwad warc’hoazh. Plijit ganez, Dyonisius, reiñ da vennozh deomp. An tri en em strink war o daoulin.

DYONISIUS oc’h astenn e zorn
Doue r’ho pennigo, kristenien galonek. Goulenn a ran a greiz kalon, digant an Dreinded Sakr, ma tegaso deoc’h un nerzh kreñvoc’h eget hini al leoned. Savit. Da Darsicius. Kempenn an daol, Tarsicius ; laka warni un douzier wenn, bara, boued ha dour fresk. Tarsicius a ra.

LUCIAN
Debriñ a raimp evit ar wech diwezhañ er bed-mañ.
Doue eo eñ e-unan hag a vezo warc’hoazh hor magadurezh-ni da viken. Oc’h astenn e zorn a-us d’an daol. Plijit gant Doue bennigañ ar boued ar ro d’e servijerien baour. Azezomp holl. An holl a azez. Dyonisius a laka Lucian da azezañ e-kreiz ar re all. An holl a zebr.

DYONISIUS
Ur soñj brav em eus, Lucian, ar soñj eus koan ziwezhañ an Aotroù Doue, deiz yaou gamblid, p’edo e-kreiz e ziskibien a-raok mervel evidomp.
Te zi, hiriv, ur wir skeudenn anezhañ. Te zo beleg eveltañ ; merzher eveltañ ivez e vezi. Da c’hloar n’he deus ket he far.

LUCIAN
Da bedennoù a c’houlennan diganez, Dyonisius, rak n’em boa ket gounezet un enor ken bras hag an hini am eus.

SEBASTIAN
N’eo ket deoc’h eo da c’houlenn hor pedennoù. Deomp-ni eo da c’houlenn ho re.
Warc’hoazh ho-tri e viot sent er baradoz ; e-lec’h ni, pec’herien baour war an douar, a vezo ret deomp ho skoazell. An Aotroù Doue n’eo ket bet fellet dezhañ, bete-vremañ, e vijen-me merzheriet ivez. Glac’haret naet ’on war gement-se.

PANKRAS
Bezit laouen, Sebastian. Ni zo sklêrijennet hor spered gant sklêrder ar re a zo o vont da vervel.
Ni hon-daou, Rusticus ha me, n’eus nemet ur pennad, a gomze ac’hanoc’h. Kurunenn ar verzherinti a vezo lakaet hepdale war ho penn.

SEBASTIAN
Lakaat a rez va c’halon da dridal gant levenez, mignonig.

RUSTICUS
Ho korf santel a vezo toullet a-dennoù bir, hag ho kwad a vezo skuilhet evit ar C’hrist, evel m’en deus skuilhet e hini evidoc’h.

SEBASTIAN
Ho krediñ hag ho trugarekaat a ran, mignonedigoù. Mirit soñj ac’hanon pa viot degemeret e rouantelezh an Aotroù Doue.

PANKRAS
Hen ober a raimp, Sebastian. An holl a sav.

LUCIAN o pediñ
Mil bennozh deoc’h, Doue mat-meurbet hoc’h eus roet deomp magadurezh ar c’horf.

AN HOLL
Evel-se bezet graet.

LUCIAN
Poent eo mont kuit. Roet hor beus hor ger e tistrofemp dizale d’ar prizon. Deomp. Dyonisius a bok da Lucian, da Bankras ha da Rusticus. An tri a ya kuit.